Plougouskant

Mont da veajiñ en ur bed mentet drol

Foto 1 Plougouskant Foto 2 Plougouskant

Ur vent dreistordinal a vez gant pep tra ! Hadachoù enezennigoù, porzhioù munut, tiez poupinelloù tre e-kichen ramzed greunvaen, dremmwelioù frank ha digor, enezegi hirañ ma weler... Ur milendal gwenodennoù a gaso ac'hanoc'h e kalon an endro liesseurt-se.

War aod al Lann

Izeloc'h eget kêr Landreger, doare ar Grennamzer ganti c'hoazh, ez a ar Yeodi da fontañ en un aber enezennigoù strewet a-leizh enni. A-hed ar c'hlann gleiz emañ gourenez Plougouskant. Mont dousik war-raok etrezek ar mor a ra an douar, warnañ ur marelladur pakeier, lanneier ha bochadoù gwez, ma weler siminalioù greunvaen souezhus o tiflukañ amañ pe ahont. Hag al lec'h en e bezh zoken a hañval bezañ stummet en un doare digustum. Chapel Sant Goneri hec'h-unan zo warni ur gorzenn blom souezhus hag a ya war he c'hostez.

Souezhus-ouzh-souezhus

Loc'hañ a ra ar wenodenn-aod eus Porzh Skaf evit troidellat etre ar gweoù greunvaen (anezho pezhioù reier e stumm rivinoù chomet war-lerc'h ar rimiad) hag ar bodadoù kaol-aod. War an aod gouez-se emañ roc'h Napoleon, a anavezer gant he lein e stumm un tok daou gorn. Pa'z eer pelloc'h a-hed an aodoù roz ha gris e c'haller gwelet berniadoù reier all ken iskis, evel pa vijent bet krouet diwar stultennoù an douar. Diruilhañ a ra ar mor dirollet en Toull Don a zo ur pezh mell ask don en ur rouestlad tornaodoù. Er Porzh Hir, ul lec'h siouloc'h, emañ an tiez harp ouzh ar reier, betek bezañ evel teuzet enno a-wechoù, peadra d'ober skeudennoù kaer n'ankouaer ket. Moarvat ho peus bet digarez da welet Kastell Meur, an ti bihan e stalafioù gwenn gennet er greunvaen ? E Beg ar C’hastell, a ya d'ober penn ar c'hourenez, e c'hall an den lakaat e selloù da blavañ war an arvor kromm ha war ur strewad inizi.

Da goulz ar gouronkadenn

Er c'hourenez n'ho po ket nemeur a blas evit displegañ ho serviedienn war an traezh. Ma plij deoc'h kouronkañ pe rouzañ e vo gwell deoc'h mont betek Bugelez pe ar Porzh Gwenn, a zo ur porzh-pesketa bihan sko gant un aod tevennoù hir.

Daoust ha gouzout a raec’h ?

Penaos gwareziñ ul lec'h ?

Ne c'haller ket mui mont re dost ouzh ti Kastell Meur, bet savet 150 vloaz, ha n'eus ket droed ken d'implijout e skeudenn evit ober kenwerzh. Divizet ez eus bet ober kemend-all evit gwareziñ al lec'h... hag ar bili a yae kuit gant an douristed evel nevezioù vakañsoù, ar pezh a lakae ar reuzioù a zeu da-heul ar reverzhioù bras da vezañ gwashoc'h c'hoazh.