Naoned

An avantur dalc’hmat !

Foto 1 Naoned Foto 2 Naoned Foto 3 Naoned Foto 4 Naoned Foto 5 Naoned Foto 6 Naoned Foto 7 Naoned Foto 8 Naoned

War glannoù al Liger e c’hallit saludiñ Anna Vreizh en he c’hastell, gwelet an osteloù prevez o wintañ-diwintañ gant an dour, ober prenadennoù en ur monumant istorel ha pignat war gein un olifant a-raok evañ ur banne en ul labouradeg. Ne gredit ket ac’hanon ? Deuit da welet ar gêr souezhus-se !

Ur gêr-vorganez

Eoriet e genoù al Liger, war-hed 55 km diouzh ar mor-bras, e vleugn Naoned el lec’h ma kej ar stêr gant doureier ar mor. Al lec’h m’emañ a ra anezhi ur gêr eskemm ha kenwerzh, digor d’an holl daolioù berzh. Degas a ra kastell an Duged da soñj ez eo-hi kêr-benn istorel Breizh. E-pad he marevezh glorius e oa-hi kentañ porzh Frañs, ha gwelet e vez war dalbennoù ar c’haeoù. Hiziv an deiz ez eo ur veurgêr bev-buhezek dalc’hmat m’emañ ar sevenadur o virviñ !

Ur palez-kreñvlec’h

Gant Anna Vreizh e vezit degemeret e toull ar c’hastell. Kerkent ha treuzet ar pont-gwint e weler ar c’hemm mat zo etre ar ramparzhioù meurdezus hag al lojeizoù eus an Azginivelezh. Adsavet e oa bet kastell an Duged er 15vet kantved war diazezoù ur c’hreñvlec’h kentañ, hag ur savadur rafinoc’h e oa deuet da vezañ gant al Lojeiz Bras hag ar Gouarnamant Bras. En-dro d’an douvezioù, kit en avantur e straedoùigoù ar Bouffay. Er milendall pavezet-se emañ ti an Eskemm eus ar 15vet kantved kantved, hag ez eus ivez demeurañsoù eus ar 16vet kantved e straed ar Yuzeveri, ha lojeizoù eus an 18vet kantved… 

Stouit war ar c’haeoù

En ur bunañ an amzer ez erruit en enez Feydeau… ha n’eo ket un enezenn ken a-hend-all. En 18vet kantved e oa bet lakaet sevel eno osteloù prevez gant marc’hadourien binvidik. Skediñ a ra an talbennoù kinklet a vorlukennoù gant an disterañ terenn heol. En enezenn evel war gae ar Foz emañ a-we tiez ar baramantourien. Ur stou souezhus zo bet stabilaet gant an diazezoù war bilochoù.

Ur palier eus ar c’hentañ !

En tremen Pommeraye, setu c’hwi en 19vet kantved ! Ar palier goloet-se zo unan eus ar re vravañ e Frañs. En e 3 estaj e kaver bodet gwerennegoù, kolonennoù maen, delwennoù en un aergelc’h diamzeret met c’hwek hag e-se, ha bev-buhezek koulskoude. Un nebeud kammedoù c’hoazh hag e rit anaoudegezh gant mozaikennoù arfoll an davarn La Cigale, e-tal an opera Graslin.

Follentezioù ijinek

Roudennoù, kalioù ha givri ar chanterioù-bigi zo deuet buhez dezho en-dro en enez Naoned. En hangarioù adimplijet e vezit sachet gant ur strollad loened mojennek fiñv-difiñv en ur bed par da hini Jules Verne, ur paotr eus ar vro. Bamus eo Mekanikoù an enezenn gant an ijinek ma’z int, ha souezhañ a reont ar re vihan hag ar re vras. Kaset e vezit gant an estlamm pa’z it tre e rodoù-dantek un olifant 12 m !

Daoust ha gouzout a raec’h ?

Evit tañva ur blijadur all, kit d’ar wispiderezh LU, anvet Lieu Unique hiviziken, anezhi ul labouradeg bet treuzfurmet en un davarn diouzh ar c’hiz, ur sal-arvestoù, ur preti, un hammam, ur sal diskouezadegoù… Gant un tour briket eo merket al lec’h m’emañ.