Menez C’homm

Tosenn hud ar Gelted

Foto 1 Menez C’homm Foto 2 Menez C’homm Foto 3 Menez C’homm Foto 4 Menez C’homm Foto 5 Menez C’homm

Unan eus lec'hioù uhelañ Breizh eo Menez C'homm, dezhañ 330 m uhelder. Talvezout a ra ar boan ober un arsav war ar menez-tan kozh-se. Aes a-walc'h eo pignat betek krec'h, hag ac'hano e c'haller kaout ur sell dibar ouzh ar vro. Hiziv an deiz eo priziet kalz al lec'h-se gant parapenterien.

A-uc'h ar vro emañ Menez C'homm, anezhañ ul lec'h gwarezet. Krapit betek e lein ! Bamet e viot gant ar gwel ho po ac'hano war morlenn Brest, bae Douarnenez, Beg Penn Hir ha Menez-Are. Ha gouzout a raec'h e oa an dorgenn-se, a zo e penn pellañ ar Menezioù Du, unan eus tosennoù sakr Arvorig da vare ar C'halianed ? Ouzhpenn ur savlec'h strategel a bouez eus Gourenez Kraozon a c'halled diwarnañ eveshaat ar vro tro-dro, e oa ivez ul lec'h ma veze dalc'het ul lid relijiel bennak, ar pezh a ziviner diwar ar meurvein hag ar bernioù mein a gaver eno.

Ur roue e zivskouarn marc'h

Ur bern istorioù zo stag ouzh ar menez ivez. Eno e voe lakaet divskouarn ur marc'h ouzh penn ar roue Marc'h, anezhañ ur roue mojennel eus Kerne hag a oa bet strobinellet. Goude bezañ en em zisc'hraet diouto, pa felle dezhañ eurediñ, en doa kaset e niz Tristan da c'hounit evitañ kalon ur plac'h kaer, Izold hec'h anv. Diwar neuze e krogas an istor karantez dibosupl a anavezer mat hiziv an deiz c'hoazh.

Yao da gerzhet !

Gallout a reer dizoleiñ takadoù gouez an dosenn-se dre gwenodennoù balizennet a gaver stank. It da vale neuze betek chapel Itron-Varia Menez-C'homm. Kaer-kenañ eo he forzh-bered hag enni e talvez ar boan gwelet ar sternioù-aoter eus an 18vet hag an delwennoù eus ar 16vet kantved.

Daoust ha gouzout a raec’h ?

Taolit mein gantañ

Hervez ar mojennoù e vefe dieubet ene ar roue Marc'h an deiz ma vo ken uhel ar bern mein a-us e vez a zo war ar menez, ken e c'hallo bezañ gwelet eus lein chapel an Itron-Varia. Se zo kaoz e kustumer teuler pep a damm maen el lec'h a reer ar Bern Mein anezhañ. N'ankouait ket !