Menez-Are

Un dremmvro hogos diwirion a lanneier hag a reier

Foto 1 Menez-Are Foto 2 Menez-Are Foto 3 Menez-Are Foto 4 Menez-Are Foto 5 Menez-Are

Na pegen sebezus eo dremmvro Menez-Are ! Dedennet e viot gant ar c'horn-bro-se en em led e-kreiz Breizh hag a zo war un dro gouez ha gwarezet. Al lein uhelañ anezhañ eo Roc'h Ruz, 385 m a uhelder. Nepell dioutañ ez eus liorzhoù-parrez, sternioù-aoter ha chapelioù koant a dalvez ar boan bezañ gweladennet

E-kreiz Park Natur Rannvroel Arvorig ez eus un dolzennad veneziek hag a rann Penn-ar-Bed etre daou. Menez-Are eo. Un dremmvro souezhus, hogos diwirion, e-lec'h ma vez mesk-ha-mesk brug, lann ha kribennoù roc'hellek betek ar pellañ ma c'haller gwelet. Plijet-kaer e viot gant al gwelioù kaer eus ar c'horn-bro a biko ho kalon hag a vez gwelet eus krec'h ar menezioù . Gwiskit ho potoù sport en ho treid ha krapit betek krec'h Roc'h Trevezel. Ac'halese e viot sebezet gant ar gwel war Bro-Leon.

Ar chapel war ar menez

Chapel Menez-Mikael-an-Are, en he fart hec'h-unan war un dorgenn grin ha gouestlet d'an arc'hael sant Mikael, a oa bet savet e 1672.  Talvezout a ra ar boan mont da welet ar vro eus al lein goude pignat gant ar pazennoù a gas di. Kit du-hont pa vez hinon an amzer. Gwelet a reot neuze aradennad ar Menezioù Du, kloc'hdioù Kastell-Paol hag ar mor zoken ! Talvezout a ra ar boan ober un tamm tro en trowardroioù da welet liorzh-parrez Sizun ha stern-aoter barok Kommanna.

Un douar difraost

Ur c'horn-bro ennañ taouarc'hegi gouez, lanneier kevrinus... evel-se emañ an aergelc'h sebezus er C'hragoù. Al lec'h diwezhañ e Breizh ma n’eus bet den ebet oc'h freuz ha reuz ennañ. Pa viot o tont er-maez eus ar gêriadenn Bouillard, kit gant an hent louzawouriezh a gas betek an douaroù gwarezet. Digorit ho taoulagad, kefeleged-aod ha skouled a blij dezho diskuizhañ eno.

Daoust ha gouzout a raec’h ?

 Ur menez moal

Perak ez eus ken nebeut a wez e Menez-Are. Gwechall-gozh, hervez ar vojenn, e oa goloet ar c'horn-bro a goadeier ha goulenn a reas an Neñv digant gwez ar c'horn-bro mont da vBethleem pa voe ganet ar C'hrist evit saludiñ ar bugel. Nac'het o doa ar gwez mont en tu all d'ar Mor Bras ha kondaonet e oant bet da zisec'hañ war al lec'h.