Lokorn

Savadurioù en o splannañ

Foto 1 Lokorn Foto 2 Lokorn Foto 3 Lokorn Foto 4 Lokorn Foto 5 Lokorn

Gant he savadurioù eus ar re vravañ eo bet lakaet Lokorn e-barzh rummadoù ar “c'hêrioù bihan neuziet-kaer” ha “kaerañ kêrioù bihan Frañs”, un enor na vez ket graet d'an holl. Kompren a reot buan perak o welet, p'en em gavot war droad, an tiez kaer-eston en o splannañ en-dro d'ar blasenn greiz vrav, enni ur puñs.

A-hed an istor

Dibabet e oa bet al lec'h-mañ gant ar Gelted d'ober un nevedenn, un hentad sakr, arsavioù hed-ha-hed anezhañ d'aroueziñ 12 miz ar bloaz. En 11vet kantved e teuas sant Ronan da gristenaat al lec'h ha da sevel ur gêr eno. Diwar neuze e voe graet Lokronan anezhi, Lokorn hiziv an deiz. Adalek ar 14vet kantved e reas berzh war dachenn ar gwiadiñ lien d'ober gouelioù, ha diwar se ez eas war gaeraat. Gant ar pinvidigezhioù deuet diwar ar c'henwerzh gant an holl flodadoù meur e voe savet tiez greunvaen kran. Chomet eo heñvel ar mogerioù-se ouzh o stumm orin.

Braventezioù ar pavezioù

E-pad an hañv eo kaer sellet ouzh ar vourc'h pa vez dindan gouloù flour ar beure a daol livioù alaouret war ar mein kozh. Tro-dro d'ar blasenn ez eus tiez kran o lukanoù kizellet. Emañ iliz Sant-Ronan ha chapel ar Peniti stok-ha-stok oc'h ober ar memes talbenn, anez meskañ o gargoulioù avat. En nev emañ ar gador-sarmon hag ar werenn-livet pennañ a ziskouezer deomp warno meur a istor relijiel hengounel. A-hed ar straedoù nepell alese ez eus tiez kaer ivez. Dav eo d'ar gweturioù chom er-maez ha lakaet e vez asagnoù hengounel ouzh ar stalioù, kement-se abalamour da zelc'her gwir neuz ar c'hreiz-kêr istorel. E-mesk ar stalioù-se e kaver stalioù-bara hag a ra kouignoù-amann eus ar re wellañ.

An Droveni vras da zont a-benn 2013

Bep bloaz e vez enoret sant Ronan gant un Droveni, anezhi ur pardon hag a dremen dre an hent a gemere ar sant pa veze o prederiañ. Bep c'hwec'h vloaz, e miz Gouere, e vez dalc'het an Droveni Vras, a zo un abadenn veur livioù e-leizh enni. 12 km, da lavaret eo hentad an nevedenn gozh, a ra ar brosesion ma weler bannieloù ha dilhad glas hag aour.

Ur gwir festival filmoù

Brudet eo bet kaerder Lokorn gant obererezhioù pagan ivez. Implijet eo bet ar c'hinkladurioù dibar-se gant meur a film : Tess gant Roman Polanski, Chouans gant Philippe de Broca, Un long dimanche de fiançailles gant Jean-Pierre Jeunet… Plijout a ra ar vourc'h-se d'ar sevenerien (ha d'an arvesterien), gant he neuz hep e bar, ha lec'h na gaver ket orjalennoù tredan, stignoù na gouleier ruz.

Daoust ha gouzout a raec’h ?

Hag er c'hornad ?

289 m uhelder a ra Menez Lokorn. Trawalc'h da gaout ur gwel-kaer war bae Douarnenez ha Gourenez Kraozon. Ouzh troad ar Menez emañ tevennoù Santez-Anna ar Palud.