Karnag

Evit kavout an draezhenn, kit gant ar vein !

Foto 1 Karnag Foto 2 Karnag Foto 3 Karnag Foto 4 Karnag

3 lec’hienn en 1 zo e kêr ! Emañ, evel-just, ar steudadoù meurvein hollvrudet, da vamiñ outo gant gouloù izel ar mintin pe fin an devezh. Emañ ar vourc’h m’en em gav an holl d’an devezhioù marc’had. Hag emañ Karnag Tal-ar-Mor, luskellet etre ar c’henkizoù cheuc’h, ar pin-Bourdel hag an traezh fin.

Houl, holen ha heol

Krogomp gant liv an amzer : gant ouzhpenn 2000 a eurvezhioù heoliadur ar bloaz, ez eo Karnag unan eus al lec’hioù heolietañ war an aod e Breizh. An dra-se, hag an arvor garlantezet gant begoù-douar hag oufoù c’hwek, a zispleg ar berzh a vez graet gant kêr. Adalek 1903 e kemeras an touristerezh e lañs pa voe krouet Karnag Tal-ar-mor war ul loc’h, treuzfumet en ur palud-holen evit darn. Ar Paludoù, ul lec’h darempredet gant an evned, a dest an amzer dremenet-se, en aros ar greizenn vorvezegiezh spa & resort. 

Peulvanoù o sevel evel raden !

Diaes eo ober gwelloc’h ! 300 emaint, en o sav el lanneg, o tresañ linennoù war-dro 1 km hir. Eno ez eus unan eus an tolpadoù mein-sav marzhusañ zo er bed. Ar steudadoù estlammusañ eo re ar Vaeneg, Kerleskant ha Kervarc’hioù. En o c’hichen e kaver krugell Sant-Mikael ha maen-hir bras ar Maneoù, ur peulvan 6,50 m uhel. Obeliks n’en deus netra da welet gant se, nebaon ! Savet e oa bet ar peulvanoù war-dro 5000 pe 3000 bloaz kent J-K. Pell a-raok ar C’halianed ! Meur a deorienn – ha re arfoll evit darn anezho zoken – a glask displegañ doare ar monumantoù-se. Graet ez eus bet anv alies eus un implij evit ar steredoniezh. Gant mirdi ar ragistor e c’hallot gouzout hiroc’h diwar-benn an dra-se ha deskiñ diouzh buhez hon hendadoù, hep dioueriñ ar c’hevrinoù zo en-dro d’al lec’hioù-se.

Ur stil aes ober gantañ

Goude an neolitik, ar vein e giz an Azginivelezh ! Er vourc’h, porched iliz Sant-Korneli, eus ar 17vet kantved, zo dreistañ ur stel dantelezet dispar. War an nor-dal, daou ejen kizellet a zegas da soñj ez eo sant Korneli patrom al loened-korn. Ur bennoberenn houarnerezh eo ar gador-sarmon e-barzh an iliz. Pe e vefe e-barzh pe er-maez, ken cheuc’h all e chom Karnag bepred ! Ul lec’h diles ha mondian war un dro eo, a ziroll 5 traezhenn war lez ar pinegi a guzh an tiez-hañv. War Aod vras ar Palud, 2 km hir, e tiskouez ar yacht-club pegen cheuc’h eo al lec’h. Splujit en eürusted-se !

Daoust ha gouzout a raec’h ?

Petra eo ster « Karnag » ?

Dont a rafe an anv Karnag eus ar c’heltieg Karn, a dalvez kement ha maen pe roc’h hag a gaver ivez er ger brezhonek Karn a verk ur grugellad vein.