Kankaven

Perlezenn Aod an Emrodez

Foto 1 Kankaven Foto 2 Kankaven Foto 3 Kankaven

Tañva a reer ar porzh kaer-se koulz dre ar selloù ha dre ar genoù. Anavezet eo Kankaven evit an istr hag ar c'hregin a gaver enni, ha lakaet eo da lec'h dibar e-keñver ar blazioù. Blazataet e vez an traoù lipous iodet-se, anezho unan eus perzhioù gwellañ ar gêr hep mar, en ur sellet ouzh Menez-Mikael-ar-Mor, ul lec'h kaer-eston ma 'z eus, sonn e-kreiz e bleg-mor.

Sko gant ur bae hollvrudet

Evel an doueez Gwener eo ganet Kankaven e-barzh ur grogenn ! Eno e veze debret istr gant ar Romaned dija. Dont a reas da vezañ ur gêr da vat dre bourchas da lez ar roueed boudilhonadoù istr... ha moraerien. En 19vet kantved ez eas ar vartoloded da baotred an Douar-Nevez, diwar neuze e chomas ar maouezed e penn an traoù er bourk. Hiziv an deiz c'hoazh eo chomet teodet-mat merc'hed Kankaven, dreist-holl e porzh an Houl pe er "straedoù a-ziadreñv", harp ouzh an tornaod. Evit "lodenn grec'h" ar gêr a oa kentoc'h tachenn ar baramantourien.

Mareoù plijadurus a zousennadoù !

A-hed an amzer e vez un tamm charre war ar porzh hag e chaoserioù gant monedonea ar bigi, an istrerien o labourat, lusk ar mareoù-mor. Pa vez izel ar mor e c'haller gwelet ar parkadoù istr o tresañ ur c'harrezennadur war 366 ha. Gwechall e veze draget istr Kankaven, hiziv an deiz e vezont savet. Diwar ar plankton a zo stank e Bae Menez-Mikael-ar-Mor e teu o blaz dibar, ar pezh a c'hallot gwiriañ o tañva un asiedad anezho, azezet war ar c'halaj lec'h m'emañ marc'had an istr. Nemet ha gwell e vefe ganeoc'h bezañ en unan eus ar pretioù a gaver e-leizh a-hed ar c'haeoù. Kement ha lavaret hiroc'h deoc'h, unan anezho a zo e gontouer e stumm kouc'h ur vag, en unan all e vezer azezet war skabelloù koad fraost... hag enno-holl e vezer degemeret evel zo dleet.

Un hentig e zremmwelioù lies

Ne vez ket degaset ar mor deoc'h bep taol war ur plad e-giz an istr : a-wechoù e ranker kerzhet ur pennad evit profitañ anezhañ da vat. Diwar neuze, pebezh marvailh ! Traoù kaer-eston a weler a-hed hentig ar valtouterien a zo a-uc'h porzh an Houl. Diwar beg ar C'hroll e c'haller sellet ouzh Menez-Mikael-ar-Mor evel na reer e lec'h all ebet. Dont a ra ar Menez war wel e-giz un touell burzhudus e melezour ar mor. Eus beg an Hok ez a ar selloù betek karreg Kankaven hag ar parkadoù istr. Yac'h-pesk oc'h ? 7 km zo da vont war droad betek beg an Trein, oufoù ha lec'hioù eoriñ dizro a bep eil a-hed ar wenodenn. Pa'z eo troc'h-didroc'h an aod e c'haller kavout dalc'hmat un draezhenn gwaskedet evit kouronkañ, peadra da zegas startijenn deoc'h.

Daoust ha gouzout a raec’h ?

Bigi en ur chapel ?

E-barzh chapel ar Werje, e pleg un ouf traezh fin, e viot fromet o welet an ex-votoioù profet gant gwragez ar voraerien. Ur flodad maketennoù bigi souezhus lakaet a-istribilh ouzh funioù.