Gwiver, bae Menez-Mikael-ar-mor
Ar gaerded, hirañ ma weler



Forzh pelec’h ez afe ho selloù e kardarnont deoc’h ez eo bae Menez-Mikael ul lec’h burzhudus. Rannet e vez an dremmwel etre an traezh, an tachennoù geotek, ar mor, an oabl. C’hoari a ra ar gouloù gant an elfennoù en ur gweledva cheñch-dicheñch a zameuc’h skeudenn Menez-Mikael hag ar regennadoù tuchadoù meskl.
Ul lec’h eus ar c’hentañ
« Ar c’houenon, en e follentez, a lakaas Menez-Mikael e Normandi » met se ne vir ket ouzh ar bae da vezañ e Breizh. Al lec’h dreistordinal-se, a ro digor d’ar rannvro dre an norzh, zo rummet e glad bedel Unesco. Meur a dra estlammus zo bet anavezet evel-se : ur gweledva-mor kaer-meurbet, mareoù brasañ Frañs gant 14 m a ampled, ur vozaikenn polderioù, regennadoù tuchadoù meskl, ur bravig mojennek eus ar savouriezh dameuc’het ouzh ar mor divent.
E kalon an natur
Gwiver, e-kreiz bae Menez-Mikael, zo stag ouzh un aod en em zispak gant orged eus Normandi da Gankaven. Gouesoc’h-gouez e teu da vezañ an arvor en em astenn war draezhennoù hir er c’hornôg a-feur ma’z eer war-zu beg an Trein. En heuliad-se, anezhañ traezh, aodoù spoueek, tachennoù geotek ma peur an deñved, e c’haller ober pourmenadennoù plijus gant gwelioù-meur kaer-meurbet.
El lec’h ma kresk ar meskl war « gwez »
Bez’ e weler linennadoù 110 peul o tifoupañ eus ar parkeier traezh, plantet war-hed 100 metr. Ar c’hilometradoù peulioù-se, ma vez bigi iskis gant rodoù o vont hag o tont, eo al lec’h ma saver meskl-park. Stagañ ha kreskiñ a ra an daougleureged e blokadoù ouzh ar c’hoadadoù gwernioù-se. Gant an teknik-se, degaset e 1954, hag ur metoù a-vat, ez eo deuet Gwiver da vezañ ar porzh kentañ evit ar sevel meskl e Frañs. Evit gouzout hiroc’h diwar-benn obererezh ar besketarien-saverien-se ha diwar-benn sekredoù al lec’h hud-se, e vez kinniget deoc’h e Ti ar Bae un diskouezadeg-pad ha pourmenadennoù war droad pe e bourzh ar Mytili-mobile. Un digarez brav da aveliñ ho penn pe da sellet ouzh ar bouc’h, ar wagenn souezhus-se a grou war-c’horre an dour pa vez reverzhi.
