Erge-ar-Mor

Ur gêr krag roz evit vakañsoù ar familh

Foto 1 Erge-ar-Mor Foto 2 Erge-ar-Mor Foto 3 Erge-ar-Mor Foto 4 Erge-ar-Mor Foto 5 Erge-ar-Mor

Dek traezhenn gant traezh fin, ur porzh-pesketa oberiant brudet evit e gregin-Sant-Jakez lipous, troiadoù-bale hag e pep lec’h liv dibar ar c’hrag roz... N’eo ket ar perzhioù mat nag an temz-spered a ra diouer da Erge. Gounezet e vo ho kalon ganti !

Etre mignoned, gant ho familh, forzh peseurt eur pe koulz-amzer e vefe, e tispak Erge he hoal deoc’h. Honnezh eo ar c’hentañ porzh-pesketa evit ar c’hraoñ-mor hag ar c’hregin-Sant-Jakez : ouzh lusk ar mareoù e vev kaeoù Erge. Eus miz Du da viz Meurzh, a-ziwar ar parklec’h tost d’ar c’hal, sellit ouzh ar besketaerien o tiskargañ o sac’hadoù kregin a-raok dezho bezañ gwerzhet er C’hoc’hu-pesked. Goude-se, stranit er straedoùigoù o favezioù krag roz. Arabat droukkemer anezhañ evit ar greunit ! Roc’h ar vro eo frouezh gwiskadoù traezh berniet, 470 milion a vloavezhioù kozh.

Melen en nevezamzer, mouk en hañv

Daoust ha gouzout a raec’h eo rummet lanneier kab Erge e-touez ar meteier naturel heverkañ eus an departamant ? Tevennoù traezh, tornaodoù krag roz... Cheñch-dicheñch eo livioù al lanneg ouez. Kit d’ober un dro eno e penn kentañ an nevezamzer pa vezont livet a velen splann gant bleunioù al lann. E miz Mezheven ez eo ar bokedoù-lann a laka war-raok o liv mouk dibar. 

Ar pemp skiant war evezh

Livioù ar plant, c’hwezhioù al lanneg, kriadennoù an evned-mor... Digorit ho taoulagad, ho fronelloù hag ho tivskouarn evit bourrañ da vat e kab Erge. Dav eo ober anaoudegezh gantañ war droad, gant teir zro-vale adalek kêriadenn ragistorel Tieurog, en norzh d’ar vourc’h. Eno e kaver dismantroù un ti-gward eus an 18vet kantved hag ur forn-voledoù gozh. En tu-hont d’ar c’hab, astennit ho pourmenadenn war-du ar Roc’h-Goueon, a-hed gwenodenn ar valtouterien. Gwelet a reot lerc’h-ouzh-lerc’h traezhennoù hag oufoù zo e-touez ar re vravañ eus an aod norzh.

Daoust ha gouzout a raec’h ?

 Kêriadenn Asteriks hag Obeliks?

Piv n’anavez ket kêriadenn brudet ar C’halianed difaezhus ? Tri maen er-maez eus ur c’hab e Breizh ha mengleuzioù. Erge eo, evel-just ! Awenet e vije bet Uderzo e-ser tremen e vakañsoù er vro pa oa bugel...