Dolan

Ur porzh e-giz ur gartenn-bost

Foto 1 Dolan Foto 2 Dolan Foto 3 Dolan Foto 4 Dolan

Hennezh eo "patrom" ar porzhioù evit al luc'hskeudennoù vakañsoù ! Ur gwir vravig tamolodet etre gwantennoù ha gwerjeoù. Eno ez eo pep tra evel en un hunvre : ar bigi pesketa faro, an tiez mein bihan pe ar re wenn gaer lakaet a-bazennoù war ar pantennoù, an tourioù-tan roudennek...

Ur berlezenn war aodoù ar c'hreisteiz

A-hed an aod, etre ar parkadoù istr er Bêlon ha beg al Laeta sioul, ez eus oufoù traezh alaouret, porzhioù bihan klet ha tornaodoù uhel a bep eil. En ul lec'h dizro un tamm emañ porzh Dolan, tamolodet en un aber strizh ha don ma c'hall ar besketaerien hag un toullad baleanterien kavout bod. War-lerc'h ar pesketaerezh hag ar c'henwerzh a zegase birvilh war ar c'haeoù pa oa kalz a lañs ganto en 19vet kantved, ne chom nemet un toullad artizaned feal hag a zalc'h gant ar pesketaerezh aod.

Plijadurioù a bep seurt

Nad it ket herrek ganti da zont betek Dolan ! Traoù kaer a-leizh zo da welet eus an hentoù troidellek a gas d'ar porzh a-dreuz ar maezioù. Bez' ez eus ur chaoser hir da ziwall an takad eoriañ diouzh froudennoù ar mor. War ar ribl kleiz ez eus un tour-tan gwenn ha gwer a-us ar c'halaj pavezet. Er savadur roz e oa gwechall ar fritur Capitaine Cook. Bez' ez eus eus an embregerezh bepred, dilojet he deus da vont da Gloar-Karnoed avat. A-dreñv kanod glas hag orañjez ar c'h/KBSM (Kevredad broadel ar saveteiñ-mor) e weler ar bigi pesketa o vrañsigellat da-heul red ar mareoù. Ma'z it war ar ribl dehoù d'abardaez e c'hallot kavout peadra da goaniañ er c'hachedadoù pesked ha kresteneged a vez diskarget en ur charre diehan. Gant un hentig aod, dindan tiez a-bazennoù kinklet brav, ez eer uheloc'h en aber en ur dremen eus ur ribl d'egile.

Eus ar porzh d'an traezhennoù

Eus Dolan ez eer dre ur wenodenn, a van da van etre traezh ha reier, betek ar Pouldu. Er gêr gouronkañ-se e kaver teir zraezhenn, peadra da blijout d'ar vakañserien. E Traezhenn ar Feunteun Uhel e c'haller tañva plijadurioù ar seurf. E Belañjene ez eus takadoù hir traezh flour a-zoare evit ar re vras koulz hag ar re vihan. Ul lec'h gwaskedet eo Sablenn ar Perzher, anezhi un dachenn habaskter. Er Pouldu ez eus ur porzh ivez, e beg al Laeta. Ul lec'h kaer eo, gant savennoù a c'haller sellet ac'hano ouzh ar mareoù lanv ha tre e-tal tevennoù ar Mor-Bihan.

Daoust ha gouzout a raec’h ?

Penaos kavout an aveadurioù a-zoare ?

E penn nec'h ur skalier, e Dolan, emañ stal ar sindikad pesketaerien, al lec'h a-feson evit mont da brenañ ur gwir grez martolod, un avenell da dapout chevr pe higennoù evit mont da besketa draeneged.