Dinan

Ur vrav a gêr eus ar Grennamzer etre an douar hag ar mor

Foto 1 Dinan Foto 2 Dinan Foto 3 Dinan Foto 4 Dinan Foto 5 Dinan

Sonn a-us ar Renk emañ Dinan, tost tri c'hilometrad mogerioù-kreñv en-dro dezhi, hag he c'hastell eus ar 14vet kantved. Izeloc'h emañ ar porzh-bageal bihan, a yeer kuit ac'hano d'ober baleadennoù kaer a-hed an aber, tra ma kaver uheloc'h tiez korbelloù kement ha kendelc'her da vizitañ ar gêr-se, tres ar Grennamzer warni.

It da vale e straed serzh ar Jerzual evit splujañ adarre e-barzh ar Grennamzer. An tiez o bannoù-koad hag o fignonoù lemm zo evel roudoù eus an amzerioù gwechall, pa oa pinvidik ar gêr. Etre ar 14vet hag an 18vet kantved e veze gwiaderien pe kivijerien e-leizh enni. Hiziv an deiz ne c'haller ket tremen e Dinan anez ober un ehan er straed-se. Plijout a ray deoc'h kantren eno ha hunvreal dirak atalieroù-stalioù ar c'hwezheriengwer pe an alaourerien war goad o deus graet o annez enni.

Stiloù mesket

Mont a reot pelloc'h, betek plasenn ar Gordennerien ha plasenn ar Verserien. Eno e kaver ur meskaj stiloù. Gwelet a reer, kichen-ha-kichen, tiez o bannoù-koad skoueriek eus Dinan, eus ar 15vet, 16vet ha 17vet kantved. Nepell alese emañ ar benniliz Sant-Salver bet savet en 12vet kantved, a adkaver enni levezonioù Bizañs, Pers ha hini an arz romanek. Petra a laka anezhi da vezañ disheñvel diouzh ar re all ? N'eo ket bet echuet biskoazh ar savadur asimetrek-se.

Beltram ar Gwesklin hag Anna a Vreizh

Ganet eo Beltram ar Gwesklin er vro. Tapout a reas brud da-geñver ar brezel Kant Vloaz o tieubiñ Normandi, ha Breizh goude, diouzh dalc'h ar Saozon. Miret eo bet e galon er benniliz Sant-Salver. Degaset e voe brud da Zinan a-drugarez d'un den meur all c'hoazh : Anna a Vreizh a zivizas dont da chom eno war-lerc'h marv he gwaz, ar roue Charlez VIII, er 15vet kantved. Nag a dud brudet e Dinan !

A-hed ar stêr

Pa loc'her eus porzh Dinan e kaver gant ribloù ar Renk ul lec'h eus ar re blijusañ evit mont da vale. It a-hed an aber war-zu Taden. Deuet eo a-benn ar gêr-se da virout he ziez kozh hag ur maner kaer eus ar 16vet kantved. Gallout a reer mont pelloc'h gant ar valeadenn dre hent kozh ar ganol.

Daoust ha gouzout a raec’h ?

Dinan da vare ar Grennamzer

E-pad un dibenn-sizhun, bep eil bloaz, e vev kêr Zinan da vare ar Grennamzer. Tournamantoù, tavarnioù, abadennoù a bep seurt... Gwiskit ul lifre eus ar Grennamzer ! Digoust eo evit an dud ganto dilhad seurt-se.