Breselien

Lec'h kevrinus, kavell mojennoù

Foto 1 Breselien Foto 2 Breselien Foto 3 Breselien Foto 4 Breselien Foto 5 Breselien Foto 6 Breselien Foto 7 Breselien

Piv n'en deus morse klevet komz eus mojenn ar roue Arzhur ? E koad Breselien, ur c'hoad hollgaer anezhañ, etre lanneier ha stankoù, emañ mammenn ar vojenn-se. Trawalc'h eo komz diwar-benn al lec'h-se evit dihuniñ ur bed poblet gant ar voudig Viviana, Merzhin an hudour hag ar Marc'heg Lañselod. Ul lec'hiad boemus da welet da-geñver troioù-bale.

Ne c'haller ket chom hep menegiñ Kastell Komper, annezet en 9vet kantved gant ar roue Salaun, pa vez graet anv eus un dro-vale e koad Breselien. Ma vez kontet gant ar vojenn e oa bet lec'h-annez ar voudig Viviana, e ro bod da Greizenn an Ijin Arzhurian hiziv an deiz. Ganti e vez aozet diskouezadegoù, arvestoù ha troioù-bale er c'hoad war an dodenn-se. Ur vengleuz titouroù hag ul lec'h ret eo da neb piv bennak a fell dezhañ eñvoriñ pe deskiñ muioc'h a draoù diwar-benn an dezrevelloù marzhus-se. Bec'h dezhi ! Plijadur a vo gant ar re vras hag ar re vihan !

Karediged difeal, na zeuit ket di !

War-zu an Draoñienn hep distro ! Ur gampoullenn enk, ul lec'h mojennel anezhi, e-lec'h ma talc'he Viviana ar wazed difeal a oa bet tapet ganti da brizonidi a oa bet o taremprediñ al lec'h-se. Lañselod, ur marc'heg kalonek desavet gant ar voudig, a enebas ouzh ar strobinell en ur stourm ouzh an erevent ha reiñ a reas o frankiz d'ar brizonidi. Hiziv an deiz ez eo ul lec'h kaer-kenañ evit ober un dro-vale 4 c'hilometr a gas betek ar stank zo anvet Melezour ar Boudiged.

Ur feunteun he c'hlogor hud

Feunteun Barandon zo unan eus lec'hioù ar c'hoad zo ar muiañ a vojennoù ennañ. Amañ eo, e-kichen ar feunteun, hec'h-unan e-kreiz ar c'hoad, e vije en em gavet Merzhin an Hudour gant Viviana. Eonenniñ a ra dour ar feuteun-se ha lavaret e vez eo hud ar c’hlogor zo en dour-se. Pareañ a raje diouzh an tagn, lakaat ar soded da sioulaat ha sikour ar maouezed yaouank da gavout ur pried a raje ivez. Ma hunvreit yaouankaat emañ feunteun an dour a vuhez e-kichen...

Daoust ha gouzout a raec’h ?

Kemerit perzh er vojenn !

Gweladennit koad Breselien gant un heñcher, gwisket gantañ dilhad eus ar mare-se, a son telenn... Setu un doare kaer d'ober anaoudegezh en-dro gant an danevelloù mojennel bet savet diwar-benn al lec'hiad boemus-se. Prest oc'h ?