Beg ar Raz

Etre gwag ha reier sonn, ul lec'hiad brav da welet

Foto 1 Beg ar Raz Foto 2 Beg ar Raz

Beg ar Raz, e penn pellañ kornôg Europa, zo ul lec'h dibar e-lec'h ma vez degemeret a-leizh a weladennerien bep hañv. Pa vez sellet ouzh an donvor, etre reier sonn ha mor glas, e c'haller estlammañ ouzh Enez-Sun, hag ivez ouzh tour-tan ar Maen pa vez hinon an amzer. Ur gwel kaer arouezel.

Beg ar Raz, brav ha gouez, rummet "Lec'hiad bras broadel", zo war-dro 70 m a uhelder. Ar Beg, stummet  gant ar mor ha skoet gant ar seizh avel, a dalvez e-unan kement hag ur veaj er c’horn-bro ken souezhus-eston eo. A-dal dezhañ emañ an tour-tan karrezennek zo war enezennig ar Wrac'h Vras. Enaouet e oa bet e 1887 evit ar wech kentañ hag emgefrekaet e 1995. Betek-henn e veze diwallerien lerc'h-ouzh-lerc'h oc'h ober war e dro pa veze gwall lous an amzer peurliesañ.

Degemer mat e penn ar bed

Baleerien, seurferien, gant al lec'hiad-se a veze doujet gwechall-gozh gant ar vartoloded, oc'h pedet d'ober sport ha da arvestiñ ouzh an natur. Evit ar re gentañ ez eus ur wenodenn balizennet a-hed bord an tornaodoù. Evit an eil re emañ Bae an Anaon o c'hortoz anezho evit seurfiñ ur pennadig. Gallout a raio an dud fri-furch hag an dud dizaon mont betek tor norzh Toull an Ifern e-lec'h ma kave ar briñsez Dahut an dizober diouzh he c'harediged, hervez ar vojenn. Ur beg strizh a valir a-us d'ar gwag. Diwallit, skrijadennoù a vo ! 

Gwareziñ a-dost

Ar C'hab zo ivez lec'h-annez a-leizh a laboused-mor, en o zouez ar gouelaniged maskl du brudet. Abaoe 1996 eo gwarezet Beg ar Raz : parklec'h en antre, bulzunoù tredan, gwenodennoù balizennet... Gant  diarbennoù na c'haller ket ober hepto e c'haller gwareziñ kempouez ekologel ar Beg daoust ma vez ouzhpenn ur milion a douristed o tont di bep bloaz. Mirout a ra al lec'hiad e neuz ouez dibar neuze.

Daoust ha gouzout a raec’h ?

Ul lec'hiad gweladennet-mat 

Piv ne anavez ket Beg ar Raz ? Ne baouez ket an douristed da chom a-sav eno da veuliñ ar gwel meur sebezus, evel diskouezet gant ar c'hartennoù-post a vez gwerzhet a vil vern. Ar c'hartennoù-post a vez gwerzhet ar muiañ e Breizh eo ar re a vez taolennet Beg ar Raz warno.