Beg an Dorchenn

Ur beg roc'hellek e-barzh an avelioù

Foto 1 Beg an Dorchenn Foto 2 Beg an Dorchenn Foto 3 Beg an Dorchenn Foto 4 Beg an Dorchenn Foto 5 Beg an Dorchenn

Ur bam eo gwelet Beag an Dorchenn, anezhañ ul ledenez naturel e-kreiz ar Vro Vigoudenn. Eno e vezer e-barzh an avelioù, gant-se eo ul lec'h anavezet mat gant ar seurferien. Plijout a ra ivez d'ar valeerien a ya di da welet ar meurvein. Dibabit mont da goulz nevezamzer, pa vez goloet ar beg gant tulipez liesliv.

Hervez tud zo e vefe an anv Beg an Dorchenn kement ha Beg an Dorgenn. Mont ar beg roc'hellek-se, an takad douar gouez-se war-raok er mor, d'ober harzoù bae Gwaien eus tu ar c'hreisteiz. Amañ e vezer en ur "penn ar bed" eta, sonn ha fraost met kaer war un dro. It d'ober un droiad eno etre Meurzh hag Ebrel, pa vez lakaet lakaet parkadoù tulipez da greskiñ war ar paludoù. Krediñ a rafed e vefed e Bro-Holland ! A-dra-sur eo ar mare gwellañ eus ar bloaz evit mont da vizitañ al lec'h-se.

Paradoz ar seurferien

Ul lec'h anavezet mat gant ar re a ra seurf pe funboard eo beg roc'hellek an Dorchenn. Kavet e vez dalc'hmat trawalc'h a avel hag a wagennoù eno. N'oc'h ket ken sot-se gant ar sportoù merdeiñ ? Gwiskit ho potoù bale ha grit tro ar beg. Diwar ar wenodenn e vez ur gwel kaer-eston war ar bae a-bezh. Tremen a reot hebiou da veur a lec'hiad meurvaenek, en o zouez ur grugell warni un daol-vaen drepasek hag un alez toet.

Bec’h d’ho lunedoù-gevell !

Kement ha bezañ deuet betek an Dorchenn, it d'anaout gwelloc'h ivez bae Gwaien. Ul lec'h gwarezet dezhañ meur a gilometr hirder eo. Petra a ra dezhañ bezañ ul lec'h dibar ? Un aod bili hir a-hed ar mor, an Ervili e anv. Ul lec'h repuiñ evit an evned eo, unan eus al lec'hioù pennañ e Frañs evit al lapoused tremeniat.

Daoust ha gouzout a raec’h ?

Distro ar mourraoueg

Abaoe kreiz an 20vet kantved ne oa ket eus ar panured mourraouek ken e gwalarn Frañs. Adalek ar bloavezhioù 60-70 int deuet en-dro er Briver, er Mor-Bihan ha goude-se e bae Gwaien. Diskouez a ra al lapoused bihan-se, gris ha gell, eur deuet a-benn da wareziñ al lec'h evel zo dleet dre forzh poaniañ.