Ar porzhioù-iliz

Un aridennad traoù kinklet brav !

Foto 1 Ar porzhioù-iliz Foto 2 Ar porzhioù-iliz Foto 3 Ar porzhioù-iliz Foto 4 Ar porzhioù-iliz

Gant hent ar porzhioù-iliz a ya a-dreuz traoñienn an Elorn ho po digarez da welet ar relijion gatolik en un doare digustum. War ur c'halvar, ur jube pe ur volz-enor e vez adkavet perzhioù ar relijion ha mojennoù Breizh mesk-ha-mesk e-barzh oberennoù kaer-eston. Saouzanet e viot a-dra-sur gant ar pennoberennoù-se !

Un arz pobl hep e bar

Etre bae Montroulez ha morlenn Brest ez eus porzhioù-bered kaeroc'h an eil re eget ar re all. El lec'hioù kloz-se, skoueriek eus bourc'hioù Breizh, ec'h adkaver ur garnel, ur c'halvar warnañ tudennoù kizellet, ur chapel hag ur volz-enor. Ar senennoù kizellet er mein a ra ul liamm etre bed ar re vev ha rouantelezh an neñv. Dre ar savadurioù kaer-se, savet eus ar 15vet betek ar 17vet kantved, e komprener pegen tomm e oa tud ar vro ouzh o relijion, ha war un dro penaos e rae berzh ar gwiaderezh hag ar porzhioù da neuze.

Disputoù brav etre ar parrezioù

Ar parrezioù bravañ eus an droiad eo Sant-Tegoneg, Gwimilio ha Lambaol-Gwimilio a oa kevezerezh etrezo dre o forzhioù-iliz. Klask a rae pep hini anezho kaout ar porzh heverkañ, an hini direolañ... E Sant-Tegoneg ez eus kinkladurioù pinvidik bern-ouzh-bern, betek re koulz lavaret : ur c'halvar teir c'hroaz dezhañ, kloc'hdioù bihan war an iliz, ur gador-sarmon oberiet... Adalek an treuzoù betek lein tour an iliz ez eo diskouezet deomp gant fouge ar binvidigezh vras a zeue diwar labour al lin. Ar pezh heverkañ e Gwimilio eo ar mell kalvar. Warnañ e kaver ouzhpenn 200 a dudennoù kalz a vuhez ganto a zo o taolenniñ darvoudoù mojennel pe relijiel. Istorioù teirmentek dija ! Pa dremener porched an iliz e vezer saludet gant un aridennad ebestel. Evit porzh-iliz Lambaol-Gwimilio n'eo ket ken pompadus hag ar re all pa seller outañ eus an diavaez. Talvezout a ra ar boan abalamour d'e dreust a enor en em zispleg warnañ ur frizenn liesliv kizellet war dri zu, ha d'ar stern-aoter, a zo holl evel gwir levrioù skeudennet.

Pep a deñzor ganto !

Ouzhpenn ar porzhioù-bered brudetañ ez eus meur hini hag a dalvez mont d'o gwelet. Sebezet e vezer er Roc'h-Morvan gant ar jube e livioù flamm, warnañ tudennoù ha loened iskis e-leizh. 60 m uhelder a ra tour maen dantelezet an iliz eno. Er Merzher-Salaun emañ koshañ porzh-iliz Bro-Leon. Goloet eo e dalbenn gant tresoù da zegas da soñj eus ar marv. E Pleiben e oa ken fougeet an dud ken o doa savet daou dour d'o iliz !

Daoust ha gouzout a raec’h ?

D'ober petra ur c'hastiz ken kriz ?

War galvarioù Gwimilio ha Plougastell-Daoulaz e tiskouezer deomp Katell Gollet forc'het gant an Diaoul, kement ha degas da soñj eus istor ar plac'h-se, na oa ket gwall vertuzius, he doa laeret un ostiv evit un amourouz bennak.