Ar C'hab Frehel

Tornaodoù kaer hag ur c'hreñvlec'h istorel

Foto 1 Ar C'hab Frehel Foto 2 Ar C'hab Frehel Foto 3 Ar C'hab Frehel Foto 4 Ar C'hab Frehel Foto 5 Ar C'hab Frehel Foto 6 Ar C'hab Frehel Foto 7 Ar C'hab Frehel

Emañ tornaodoù skilt ha krag roz ar C'hab Frehel ouzhpenn 70 metr a-us ar mor. Diwarno e c'haller kaout unan eus ar gweloù kaerañ e Breizh. Ul lec'h hep e bar eo, warnañ lann ha brug, anez ankouaat ar gwarezva evned. Mont a reer da vale ac'hano betek ar Roc'h-Goueon, ul lec'h brudet ma'z eus.

Digorit bras ho taoulagad : eno emaoc'h en unan eus lec'hioù fromusañ Breizh. Bamet e vezer gant kaerder ar C'hab Frehel e livioù skedus, war valir a-us ar mor glas-emrodez ha foetet gant an avelioù. En tornaodoù serzh e vev kantadoù a lapoused neizhidi. Eno e kaver ivez 400 hektar a lanneier, e-mesk ar re vrasañ en Europa, hag un tour-tan sonn 103 metr a-us ar mor.

Lanneier o livioù skedus hag ur gwarezva evned

Ar re a blij an natur dezho a gavo o gwalc'h eno. Eus miz Mae betek miz Here e c'haller gwelet er C'hab ur skeuliad livioù hag a ya d'ober ur gwir simfonienn. Liv melen skedus al lann mesk-ha-mesk gant liv roz ar broen-mor en nevezamzer, ar brug limestra e-pad an hañv... Ha kantadoù a lapoused-mor (morvrini-kuchenn, gouelini gris...), en o mesk ar goded a zo rouez-tre. Marteze ho po ar chañs da spurmantiñ unan diouto : un ugent bennak anezho zo o vevañ eno en tornaodoù.

Mont da vale betek ar c'hreñvlec'h

Pa vez sklaer an amzer e c'haller gwelet an trowardroioù eus Gourenez Cotentin ha Jerzenez betek Pempoull. Goude bezañ tremenet hebiou an tour-tan a vremañ bet savet er bloavezhioù 50, it gant ar wenodenn-aod war-zu ar c'hreñvlec'h. Ezhomm zo da vale 1 eur 30 evit mont betek ar savadur istorel-se a dalvez ar boan bezañ bizitet. Plijout a ray d'ar re a zo sot gant an istor, koulz ha d'ar vugale, mont e-barzh ar chapel, an ti-gward hag an tour-meur dreist-holl. Diwar al lec'h uhel-se e c'haller gwelet ar vro tro-dro, peadra da vezañ sebezet.

Daoust ha gouzout a raec’h ?

Dindan gouloù al luc'hvannerioù

Alies a-walc'h e vez troet filmoù klezeiata er Roc'h-Goueon. Tony Curtis ha Kirk Douglas e-barzhThe Vikingse 1957, Sophie Marceau ha Lambert Wilson e-barzhLes Chouanshag e 2010 ar filmL’Epervierevit ar skinwel, savet diwar BT Patrice Pellerin.