Tour-tan Enez Werc'h... ha re all

Gwarded sklêrijenn ganto

Foto 1 Tour-tan Enez Werc'h... ha re all Foto 2 Tour-tan Enez Werc'h... ha re all Foto 3 Tour-tan Enez Werc'h... ha re all Foto 4 Tour-tan Enez Werc'h... ha re all Foto 5 Tour-tan Enez Werc'h... ha re all

A-us d’ar stroñsoù etre ar reier hag ar gwagennoù e vez gouleier an tourioù-tan o plavañ. Mont a reont d’ober ur c’harlantezenn vaen da heñchañ ar vartoloded betek penn o beaj hag an dud all war-zu hunvreoù kaer. Tour-tan uhelañ Europa eo hini Enez Werc’h. Santet e vo mat gant ho tivhar p’ho po pignet ennañ !

Hent an tourioù-tan

E-kichen an Aber Ac'h emañ tour-tan Enez Werc’h, sonn war un enezenn vihan a c’haller mont warni war droad pa vez izel ar mor, pe gant un herrvag hag a ya kuit eus porzh Lilia. Savet e oa bet e fin an 19vet kantved ha hiziv an deiz eo an tour-tan diwezhañ e Breizh a zo ur gward ennañ. Evit ar bigi a vez e Mor Breizh, pa dremenont dre ganol Eusa, anezhi ul lec’h feulz, eo ret kaout an tourioù-tan-se eus Brignognan da Eusa. Meur a hini anezho zo aet da lec’hioù mojennel evel ar Maen, Kereon pe ar Gazeg Kozh.

An hini uhelañ

Sevel a ra tour-tan Enez Werc’h betek 82,50m a-us an douar. An hini uhelañ en Europa ! En e fust maen ez eus ur viñs a-istribilh, opal en-dro dezhi. Mat-tre eo ar gwiskad karelloù-se evit harzañ ouzh ar glebor. Diwar an nec’h e vez ur gwel eus ar c’haerañ war an trowardroioù. Met a-benn gwelet se e ranker pignat gant 397 pazenn !

Bep a wel kaer war ar mor

Etre ar Mor Atlantel ha Mor Breizh, 500 m eus an aod, emañ tour-tan Trezian. Ar pezh a ra dezhañ bezañ ur gwir "baradoz" ! An dra-se a vez graet eus an tourioù-tan a zo war an douar bras, tra ma reer "purgator" eus ar re a zo war an inizi hag "ifern" eus ar re a zo er mor. Diwar e grec’h, 37m a-us an douar, ez eus ur gwel kaer-eston war ar vro.
War an douar emañ ivez tour-tan Beg Lokmazhe a seblant diflukañ e-maez dismantroù un abati evit sevel a-us morlenn Brest. Digor eo dar vizitourien.

"Ifernioù" kaer-meurbet

Ranket ez eus bet labourat start-kenañ a-benn sevel an tourioù-tan er mor. E 1867 ne oa gallet labourat nemet 8 eur war chanter tour-tan ar Maen, war Chaoser Sun. Ken dañjerus e oa al lec’h, e-kichen Enez-usa, ken e voe darbet chom hep sevel ar Gazeg Kozh. Oberiet kaer eo diabarzh tour-tan Kereon. Ur gwir balaz eo, ennañ plañchod derv, mozaik ha marellerezh.

Gouloù galloudus

Unan eus gouleier kreñvañ ar bed a gaver gant ar C’hreac’h, war Enez-Eusa. Gwelet e vez e skedoù 60 km ac’hann ! Anavezet mat e vez e dour kranennek gant e wiskamant gwenn ha du, 74,60m a-us an donn.
N’eo ket digor ar savadur bras-se d’an dud, met ingal eo : e sal ar mekanikoù e c’haller gwelet istor an tourioù-tan.

Daoust ha gouzout a raec’h ?

Ha c’hoant ho peus da gemer perzh ?

Bep bloaz e vez dalc’het un amprouenn sport e tour-tan Enez Werc’h. Skipailhoù studierien a vez o redek dre an 397 pazenn !