Susinioù ha gourenez Rewiz

Plijout a-viskoazh

Foto 1 Susinioù ha gourenez Rewiz Foto 2 Susinioù ha gourenez Rewiz Foto 3 Susinioù ha gourenez Rewiz Foto 4 Susinioù ha gourenez Rewiz

Plijet e veze duged Breizh dija gant ar stec’henn douar ha traezh-se a ya da serriñ ar Mor Bihan. Dindan un heol splann ez a geunioù hag aodoù roc’hellek, porzhioù dizro ha traezhennoù flour a bep eil d’ober gourenez Rewiz. Pa’z eer betek Porzh Noaloù e vezer souezhet gant dremmoù liesseurt ar vro.

Traoù kaer a bep tu !

Ouzhpenn 10 km hirder ha 2 km ledander well-wazh e ra gourenez Rewiz. Dont a ra d’ober bevenn ar Mor Bihan eus tu ar c’hreisteiz. War aod ar su, troet etrezek an heol, e kaver traezhennoù kaer a-hed ar Mor Bras. Troc’h-didroc’h eo aod an norzh, enni klazik korniadoù bihan ha traoù kaer a bep seurt, peadra da blijout d’ar vizitourien guriusañ. Eus tu ar reter e weler tres karrezek ar parkoù istrerezh e Stêr Bennerv. Gant an aergelc’hioù liesseurt-se e oa bet sachet lez an duged gwechall hag e vez sachet bremañ an douristed hag ar vageerien.

Ur c’hastell bord an dour

Spurmantet e vez Susinioù er mare diwezhañ, pa dremener en ur pleg etre tiez-plouz brav. Emañ ar c’hastell en ul lec’h souezhus : e-touez geunioù ha koadoù, ha war un dro dirak ar mor, ouf Landrezeg evit lavaret mat. En 13vet kantved e oa ul lojeiz evit ar chaseourien, ar pezh a weler splann gant ar c’hirvi kizellet a-us an antre. Adkempennet e voe evit dont da vezañ annez muiañ karet an Duged hag Anna Vreizh. En-dro d’e vogerioù hir, 6 tour savet outi, ez eus touflezioù. A-raok splujañ er mor it da welet al lojeiz bras, an hent-ged, lojeiz ar 15vet hag ur pavezadur dreistordinal eus ar Grennamzer, kement hag ober un tamm beaj en istor.

Lec’hioù kaer-meurbet e penn an hent

Meur a hent zo hentoù-dall e gwirionez. Kemerit anezho daoust da se : er penn anezho e kavot a-dra-sur ur porzh bihan, bigi dre lien war o eor, un ouf bordet gant lann, ur gwel kaer war inizi ar Mor Bihan... Eus Porzh Noaloù e weler traoù kaer-eston, evel ar redoù-mor lec’h ma kej dourioù ar Mor Bihan gant re ar Mor Bras. Siouloc’h eo Melin-vor Penn Kastell, unan eus ar re gaerañ e breizh, ha porzh al Lojoù. Uheloc’h e kaver Motenn ar Releg, anezhi ur grugell a vefe bet Julius Kezar o sellet diwarni ouzh an emgann war vor enep ar Weneted. Ul lec’h a-feson eo eta evit sellet ouzh ar vro tro-dro. En Abati Lokentaz, ha n’eo ket ken kozh hag ar grugell, ez eus un teñzor talvoudus. Evit ar re a blij ar c’hlasvez dezho eo digor park Kastell Kerlevenan d’an dud.

Daoust ha gouzout a raec’h ?

Pelec’h ober un ehan ?

Gant 1400 organell eo ar C’hroesti unan eus brasañ porzhioù aodoù ar Mor Atlantel. Eno en em gav ar re a zo sot gant ar bigi da-geñver Mille-Sabords, saloñs ar bigi eildorn.