Rosko hag Enez-Vaz

Ar porzh eus Breizh-Vihan an tostañ ouzh Breizh-Veur

Foto 1 Rosko hag Enez-Vaz Foto 2 Rosko hag Enez-Vaz Foto 3 Rosko hag Enez-Vaz Foto 4 Rosko hag Enez-Vaz

Savet eo bet Rosko war ur c’hourenez digor war Mor Breizh ha talvezout a ra ar boan mont betek enni. Tiez kaer fichet kran hag a oa da baramantourien, un iliz doare gotek flammheñvel... Plijet e viot gant ar gêr-mañ, anezhi ur porzh hag ur gêr gouronkañ war un dro. A-dal dezhi emañ Enez-Vaz hag he hinad klouar hag a zegas c’hoant d’an den da chom da zistanañ.

Gant ar c’henwerzh eo he deus graet Rosko berzh a-viskoazh. Kenwerzh al lienoù, an holen, ar c’hoad... hag an ognon zoken a veze kaset da Vro-Saoz en 19vet kantved. Start eo chomet al liammoù gant an inizi en tu all da Mor Breizh peogwir ez eus linennoù bigi hiziv an deiz c’hoazh da vont da Vreizh-Veur (a-hed ar bloaz) ha da Iwerzhon (eus miz Ebrel da viz Here). Kemerit amzer da vale en-dro da Iliz Itron-Varia Groaz Vaz. An tourelloù, ar gargoulioù hag ar rodelloù a vez o fichañ an tiez a ro deomp da c’houzout pegen pinvidik e oa ar gêr gwechall.

An natur ouez

It d’ober anaoudegezh gant an trowardroioù. Tre e-kichen Rosko emañ Enez-Sieg a c’haller mont betek enni pa vez izel ar mor. Sellit mat ouzh eurioù ar mareoù kuit deoc’h da vezañ tapet berr. Gwechall e oa warni ur chapel, ur skol hag ur fritur zoken. Hiziv an deiz eo deuet da vezañ ul lec’h gouez adarre... Sot oc’h gant ar plant hag al loened ? N’it ket kuit eus Rosko neuze anez bezañ gwelet ar savlec'h biologel hag e akwariom, hag ivez liorzh ar plant arallvro a gaver ouzhpenn 1800 spesad ennañ.

Gant ar vag war-zu Enez-Vaz

Un dreizhadenn pemek munutenn ha setu m’eo cheñchet neuz ar vro ! Graet e vez anaoudegezh gant Enez-Vaz, un enezenn goantik ma’z eus, dre ar gwenodennoù-aod kaer a gaver warni. Bevañ a ra an dud enni diwar ar pesketaerezh, ar gounit primeostoù hag an touristerezh. Plijet-bras e viot gant he hinad klouar hag he liorzh kaer ennañ gwez trovanel. Chomit eno meur a zevezh evit bevañ diouzh lusk an enezenn ha tañva sioulder ha kaerder strujus ar plant a zo warni.

Daoust ha gouzout a raec’h ?

Ar greizenn vorvezegiezh kentañ e Frañs

E 1899 e voe digoret e Rosko ar greizenn vorvezegiezh kentañ e Frañs. Da neuze e prederie an doktor Bagot eno ouzh ar remmoù. Abaoe e talc’h ar greizenn d’ober berzh kement ha biskoazh!

Liammoù talvoudus

Lec’hienn Internet Ofis an touristerezh e Rosko
Lec’hienn Internet Ti an degemer en Enez-Vaz