Plougastell-Daoulaz

Donemat e bro ar sivi

Foto 1 Plougastell-Daoulaz Foto 2 Plougastell-Daoulaz Foto 3 Plougastell-Daoulaz Foto 4 Plougastell-Daoulaz Foto 5 Plougastell-Daoulaz Foto 6 Plougastell-Daoulaz

Piv, e-mesk ar begoù lipous, n’anavez ket sivi saourus Plougastell ? Kuit da c’hortoz pelloc’h, it d’ober anaoudegezh gant ar c’hornad brav-se sko ouzh morlenn Brest, ennañ ur c’halvar eus ar c’haerañ, chapelioù hag abati Daoulaz. Souezhet e viot gant mikro-hinad ar c’hourenez-se hag he douaroù strujus, ar pezh a ra d’an dud ober « liorzh Brest » anezhi.

E-mesk ar monumantoù a dalvez ar boan bezañ gwelet ez eo ar c’halvar an hini brudetañ a-dra-sur. Savet e voe war-lerc’h ur reuziad bosenn a oa degouezhet er vro. Pet a dudennoù a gontit warnañ ? En holl ez eus bet kizellet 181 den e-barzh mein Kersanton (greunvaen gris). Chañs vras o deus bet ! Tapet e oant bet gant bombezadegoù 1944, met ur soñj mat en doa bet ur soudard amerikan : serriñ a reas anezho e surentez er presbital. Adaozet e voent da vat un toullad bloavezhioù war-lerc’h. Tomm e oa bet dezho !

Digor war ar bed

Pa viot er c’hornad-se it d’ober un dro etrezek abati Daoulaz. Betek ar 16vet kantved e oa ar manati kozh-se e dalc’h chalonied urzh sant Aogustin hag eno e chom traoù kaer eus ar Grennamzer. Gallout a reot gwelet da skouer iliz an abati hag ar c’hloastr roman eus an 12vet kantved. Hiziv an deiz e vez degemeret diskouezadegoù diwar-benn sevenadurioù ar bed en abati hag en he fark kaer-eston.

Trugarez deoc’h, aotrou Frézier

Berzh he deus graet ar vro gant ar sivi. Daoust ha gouzout a raec’h e teuent eus Amerika ar Su ? Un den eus Savoie, Amédée-François Frézier e anv, en doa kavet anezho ha degaset anezho da Frañs en 18vet kantved. Plijout a reas ar sivi d’ar Vretoned en em lakaas da c’hounit ha d’ezporzhiañ anezho adalek fin an 19vet kantved. En deiz a hiziv ne c’haller ket ober anv eus Plougastell anez soñjal er sivi.

Daoust ha gouzout a raec’h ?

Bretonezed liesliv

Alies e kred d’an dud e veze gwisket ar Vretonezed gant livioù teñval. N’eo ket gwir tre. Ha pa vezent gwisket e du war ar sizhun e lakaent, d’an deizioù gouel, dilhad hag a oa mesket livioù flamm enno. Brozhioù limestra, tavañjeroù gwer ha korfennoù glas hag orañjez !