Gourenez Kiberen

Etre an aod bras hag an aod traezh fin

Foto 1 Gourenez Kiberen Foto 2 Gourenez Kiberen Foto 3 Gourenez Kiberen Foto 4 Gourenez Kiberen Foto 5 Gourenez Kiberen Foto 6 Gourenez Kiberen Foto 7 Gourenez Kiberen

Un aod gouez hag estlammus er c’hornôg, traezhennoù brav gant traezh fin er reter : kinnig a ra gourenez Kiberen, a-hed 14 km, gweledvaoù liesseurt a vez hoalet an den ganto diouzhtu. Unan eus ar re vrudetañ eus kêrioù-kouronkañ Breizh eo, hag ivez ul lec’h evit mont d’ar Gerveur, da Houad ha da Edig.

Troet war-du ar c’hornôg, an aod gouez hag hollgaer-se en em astenn war 8 kilometr adalek Kastell Beg ar Lann betek beg ar Perchoù. Tornaodoù didroc’het, bolzioù kleuzet gant an tonnoù... Estlammus eo arvest ar gwagennoù o tarzhañ ouzh ar reier, ha pa vefe sioul an amzer. Chomit a-sav e beg ar Ouelaneg. Ac’hano ez eo kaer-meurbet ar gwel war an donvor hag ar Gerveur.

An traezhennoù pe an Aod Bras ?

Ul lec’h meur eus an touristerezh e Breizh eo gourenez Kiberen a ginnig un tregont kilometr bennak a aod. Brudet eo evit he zraezhennoù brav ha hir, ha diskouez a ra neuzioù e-leizh d’an neb a gemer amzer d’ober anaoudegezh ganti. Traezh gwenn, mor a-liv gant an emrodez, reier gell, met traoù all ivez... Rak ouzh hent an Aod bras ez eus staget ur bern meurvein, hag e diabarzh an douaroù, kêriadennoù koant ha livus.

Ul lec’h-vakañsiñ evit an dud oberiant

E Kiberen ez eus e-leizh a obererezhioù liammet ouzh ar mor : pourmenadennoù, abadennoù pesketa war vor, bageal dre lien, kirri-dre-lien, kaiak-mor, kite-surf. Unan eus ar bravañ lec’hioù e Breizh evit ar surf eo ar c’hourenez. Ar wenodenn-vale hir a c’hoari an dro d’ar c’hourenez hag a ginnig arvestoù dispar, ha troiadoù evit an dud war varc’h-houarn a gaver a-hed hag a-dreuz ar c’hourenez.

Straedoùigoù pe stalioù brav ?

Splujit en-dro e-barzh boem ar c’hêriadennoù breizhek a wechall ! Un tammig a-gostez d’an aod emañ kêriadennoù an enezenn, ha kinnig a reomp gwelioù par da gartennoù-post. Straedoùigoù strizh bordet gant tiez gwenn, stalafioù glas hag hortensia e bleuñv... Evel ma vije chomet an amzer a-sav. Nepell ac’hano ne chomot ket diseblant dirak ar pezh a vez kinniget gant stalioù brav Kiberen.

Sukret, sall ? an daou ?

Ne vo ket lezet an dud lipous a-gostez gant e-leizh a daoliadoù mat, gant  boued-mor ha pesked, tiez-krampouezh, hep disoñjal menegiñ hor meuzioù dibar : an ninichoù (madigoù), ar salidou (karamel gant amann sall), gwispid Kiberen, ar pesked mogedet hag ar boestadoù sardined brudet.

Daoust ha gouzout a raec’h ?

Faltazi eus ar Grennamzer

Neuz Kastell Beg ar Lann, daoust ma ne c’haller ket gweladenniñ anezhañ, zo arouezus eus gourenez Kiberen. Tourelloù, kranelloù... Ur savadur eus ar Grennamzer ? N’eo ket, ur savadur-faltazi savet e 1904 gant ur greantour pinvidik ne lavaran ket.

Liammoù talvoudus

Lec’hienn genrouedad gourenez Kiberen  http://www.quiberon.com/