Gavriniz

Mordoit betek enez ar Ragistor

Foto 1 Gavriniz

Kregiñ a ra ar veaj en Neolitik en Arvor-Baden, Porzh Noaloù pe Lokmaria-Kaer, pa ya kuit an herrvag eus an douar-bras da vont war-zu Gavriniz. Eno e kaver eus unan eus kaerañ lec'hiennoù meurvaenek ar bed, hervez an arkeologourien. Deuit da welet darn eus an traoù a zo kuzhet enni.

Uheloc'h, kreñvoc'h, kaeroc'h

Bras-eston eo karn Gavriniz (enez ar C'havr). Ur gronnad mein ha traezh a ya d'ober ar c'harn-se, 8 m uhelder hag ouzhpenn 50 m treuz dezhañ. Al lec'h uhelañ er Mor Bihan eo. Dindanañ e kaver un daol-vaen eus ar re gaerañ, dezhi stumm un trepas 1,5 m ledander ha 14 m hirder da gas betek ur gambr-vez. 29 a bileroù, lakaet pizh an eil ouzh egile, a ya d'ober ar speurennoù. Gwelet a reer engravadurioù kevrinus war 23 anezho. Un oberenn hep he far eta !

Mein da vezañ flouret gant an daoulagad

Mont a rit tre en daol-vaen, trellet ho taoulagad gant gouloù an deiz c'hoazh, da-heul heñcherien youlet ha dedennus-kenañ. Goude-se e spurmantit an tresoù ezoterek tamm-ha-tamm. Sachet e vez ho selloù gant kelc'hioù kengreiz, troellennoù, bouc'hili, gwaregoù, naered engravet er maen. Er gambr-vez, goloet gant ur pikol dar 4 m dezhi, e c'haller gwelet tudennoù ha loened. Soñjal a reer o doa ar re-se ur perzh a bouez bras e relijion ar bobl a oa da neuze. Mar plij, n'it ket da douch gant ho taouarn d'ar skeudennoù-se eus mareoù kozh hon istor ; dre forzh ober se e vezont diverket tamm-ha-tamm.

Barrekoc'h eget Obeliks

Monumant marzhus Gavriniz a zegas da soñj a-walc'h eus re Lokmaria-Kaer a zo 4 km ac'hano, e diabarzh an douaroù. Ouzhpenn-se e vefe dar ar gambr-vez e Gavriniz un tamm bet tennet diwar ur maen-sav eus Lokmaria-Kaer. Klotañ a rafe torroù ha tresadennoù kerniel an dar gant maen Taol ar Varchaned (ur c'harn ennañ un daol-vaen) a gaver kirvi kizellet warni. Daoust penaos eta e oa bet douget ar maen !? Nepell diouzh Taol ar Varchaned emañ brasañ peulvan ar bed. Kouezhet eo war an douar. Pevar zamm a ya d'ober anezhañ. D'ar mare ma oa e barr e vrud e rae 20,30 m ! Tennañ, stummañ, dougen ha sevel a voe un taol-kaer ken e voe, peadra da souezhiñ ac'hanomp hiziv an deiz c'hoazh.

Daoust ha gouzout a raec’h ?

(pe penaos lakaat ar vein da fiñval ?)

280 ton a ra peulvan Lokmaria-Kaer ha douget e oa bet a-hed un dek kilometr bennak 45 kantved a-raok J-K. Peseurt evaj hud a oa bet lonket gant an dougerien ?