Eusa

Ehan diwezhañ a-raok Amerika !

Foto 1 Eusa Foto 2 Eusa Foto 3 Eusa Foto 4 Eusa Foto 5 Eusa Foto 6 Eusa Foto 7 Eusa Foto 8 Eusa

Ha prest oc’h da vont betek ar penn ? Penn en enezeg Eusa, neuze ! E kornôg pellañ pennvro Frañs he do ho chomadenn ur blaz diouti hec’h-unan hag a roio nerzh deoc’h en-dro. Diwirion e seblant bezañ ar c’holier enezennoù-se, istribilhet etre an oabl hag ar mor, gronnet gant fru. Ur gwir soubadenn-deskoni !

Kaerat enezeg…

War-hed 30 km diouzh beg Lokmazhe, enezeg Eusa, ur gwir « benn ar bed » anezhi, zo enni 7 enezenn gant tammoùigoù douar-bras didroc’het en-dro dezho. N’eus nemet Molenez hag Eusa, an enezenn vrasañ, a gement zo annezet gant tud. War-bouez un nebeud pesketaerien ha bezhinerien, ez enroll ar wazed er verdeadurezh pe ez eont da beskata da greiz, o lezel an douar, an tiez... hag an deñved o fennoù du etre daouarn ar maouezed. An dourc'hounezerezh hag un doare touristerezh didrouz a ya da glokaat an obererezhioù hengounel. 

Estlammus

Goude Molenez ha froud ar Froñveur e teu Eusa war wel. 7 km hir eo an enezenn, ha heñvel eo ouzh meud ur c’hrank, gant reier boemus hed-ha-hed dezhi. Eus ment an tornaodoù e teufe anv keltiek ar c’hedourez-se eus ar mor-bras : ouxisama, « an hini uhelañ ».  Un arvest dibar a c’haller gwelet en arvor tost da veg Pern. E-kreiz ar c’herreg kizellet e chom aspadennoù Kenkiz ar barroù-avel en doa roet bod d’un drompilh latar. Nepell ac’hano e weler dismantroù ur c’horn latar hag a veze lakaet da vont en-dro gant kezeg.

Ur gurunennad gouleier

Tud vadelezhus eo Eusaiz, ha savet o deus arouezioù evit sikour ar verdeerien. Tourioù-tan meurdezus a sav en o sav war an enezenn pe en he c’hichen. An hini kentañ, tour-tan ar Stif, a oa bet savet e 1695 gant Vauban. Tour-tan ar Gazeg Kozh, toget e ruz, ha tour-tan Kereon, lesanvet ar palez abalamour d’e goadajoù kaer, a oa bet savet er mor war-bouez strivoù sebezus. Hini ar C’hreac’h, unan eus ar re c’halloudusañ er bed, a c’haller anavezout dre e « chupenn martolod » gwenn ha du.

Seblantoù douster diabarzh

An deñved hag un nebeud liorzhoù-legumaj a glask ankouaat an avel en ur c’houdoriñ a-dreñv murioùigoù maen bitous. En Niou Uhela e vez intret an den gant ene Eusa en ur weladenniñ un ti eus an enezenn. Bihan eo an demeurañs, ha daou bezh simetrek zo enni : ar penn ludu ma vev an dud, hag ar penn brav ma tegemerer tud ha ma lakaer an traezoù degaset gant ar vartoloded. Livioù flamm-eston zo war an arrebeuri fardet gant koad peñse

Daoust ha gouzout a raec’h ?

Pe Piercing gant an deñved ?

Eus miz Here da viz C’hwevrer e peur deñved Eusa ar geot touz ha sall en o frankiz. Anavezet e vezont gant o ferc’henned war-bouez troc’hoù graet en o divskouarn.