Enizenac’h ha Mor-bihan Gwened

Ur mor-bihan kaer-meurbet gant oufoù sklaer

Foto 1 Enizenac’h ha Mor-bihan Gwened Foto 2 Enizenac’h ha Mor-bihan Gwened Foto 3 Enizenac’h ha Mor-bihan Gwened Foto 4 Enizenac’h ha Mor-bihan Gwened Foto 5 Enizenac’h ha Mor-bihan Gwened

Na pegen kaer eo mor-bihan Gwened ! 42 enezenn zo ennañ , evel kement-all a darchoù glasvez war ar mor glas-pers... Par eo ar gweledva d’ur gartenn-bost, gant douster an hin ouzhpenn. Evit ober anaoudegezh gant ar mor-bihan, krogit ‘ta gant Enizenac’h, un enezenn dudius-kaer anezhi…

Ur wech tremenet porzh bihan Koulev, e wez-pin, e ziez mistr war bord an dour, e vagoù livet-flamm ha e boull-neuial gant dour mor, e tigor mor-bihan Gwened. Divroet e viot ! Eno e laka an inizi da soñjal er su. Diouto o-unan ez int holl, hag evit o gweledva ha kalite disheñvel ar vuhez enno e kar an den ober un ehan eno. Deomp penn en hini goadekañ ha brasañ anezho, Enizenac’h. Adalek Porzh Gwenn (war-hed 15 km diouzh Gwened) ez eus ur vag hag a liamm an enezenn ouzh an douar-bras hed-da-hed ar bloaz.

Pelec’h emañ ar venec’h ?

Kaerat lec’h eo Enizenac’h ! Dont a ra hec’h anv eus menec’h abati Redon a oa bet roet an enezenn dezho gant roue Breizh en 9vet kantved. Deuit da straniñ, er-maez eus ar vakañsoù-skol, er bourk kozh e straedigoù bleuniet gant kamelia, mimoza hag e diez-pesketaerien dudius. Doñvaet e vez an enezenn war droad pe war varc’hoù-houarn a c’haller feurmiñ war ar c’hae-dilestrañ. Un doare gwellañ eo da ergerzhet ar C’hoad Amour hag an torgennoù goloet a vrug a gaver e « perlezenn ar Mor-bihan ».

« Enezenn ar Gabitened »

Arabat deoc’h c’hwitañ da vont d’an Arzh kennebeut. Un treizh ugent munut zo adalek beg Koulev a-raok lakaat an treid war ar stec’henn douar ouez-se. N’eo ket gwall dorosennek an enezenn, ha mat-tre eo evit pourmen gant ar familh. Er c’hornôg, an droiad c’hlas, an hini livusañ, a ginnig ur gwel war an inizi hag a gas d’ar vilin-vor e poent Bernoù.

Daoust ha gouzout a raec’h ?

Ul labour ramzel

Er-maez d’an Arvor-Baden e vez bamet an den gant karn Gavriniz hag e zarioù engravet. En tu-hont da 18 000 tonenn emañ pouez mein ar savadur neolitek-se en holl ! Ul labour ramzel evit gwir.

Liammoù talvoudus

Lec’hienn genrouedad Enizenac’h   http://www.ileauxmoines.fr