Enez-Vriad

Kaerded ha douster ar vuhez en enezenn he bleunioù

Foto 1 Enez-Vriad Foto 2 Enez-Vriad Foto 3 Enez-Vriad

Dispartiet eo Enez-Vriad diouzh an douar-bras gant ur wazh-vor, ha trawalc’h zo gant un dek munutenn bennak gant ar vag evit mont di adalek beg an Arc’houest. Ha koulskoude... Divroet e vez an den diouzhtu en enezenn-se, adanvet « an enezenn he bleunioù » abalamour d’al liesseurt m’eo ar plant enni ha d’ar c’haer m’eo he gweledvaoù. Ur gwir varadozig.

Hed-ha-hed ar bloaz, abalamour d’ar Gulf Stream, e vez ur mikrohinad el lec’h hollgaer-se. Kemerit un devezh evit ober anaoudegezh gant e diez koant hag e oufoù gouez. Hag ankouait ho karr ! N’eus keflusker ebet eno. Mont a reer war varc’h-houarn pe war droad. Enez-Vriad eo ar gumun nemeti en Aodoù-an-Arvor zo un enezenn. 3,5 km hir ha 1,5 km ledan eo, ha c’hoarvezout a ra eus div enezenn bennañ. Er su, ar bourk hag an iliz eus ar 16vet kantved, hag en norzh, gweledvaoù a laka da soñjal en Iwerzhon.

Aga... petra ?

Hortensiaoù, mimoza, gwez-mouar, eukaliptus, aloez, kamelia... Lesanv an enezenn-se a zere mat a-walc’h outi ! Met e-touez an holl vleunioù, ar re a arouez ar gwellañ an enezenn-se eo an agapant. Eus miz Even da viz Gwengolo e welot o bleunioù glas-mouk dispaket a-hed holl hentoù Enez-Vriad. Eus Suafrika eo bet degaset ar plant-se gant martoloded. Bez’ ez eus plant arallvro all, evel an agavez pe an teod-bouc'h bras en em blij eno ivez. Ha gant gwir abeg ! Rouez-kenañ eo ar skorn eno. Evit an evned, ouzhpenn 120 spesad zo bet renablet en enezenn. En nevez-hañv e klevot sur a-walc’h ar pennduiged, ar pinted, ar boc'hruzed, an alc’houedered pe an driski-sut.

Alouberien !

Kreñvaet e oa bet Enez-Vriad er Grennamzer, hag e-pad pell e oa bet en ul lec’h strategel. E-pad brezel hêrezh Breizh, ha brezel ar C’hevre goude-se, o doa stourmet ar Vretoned, ar C’hallaoued, ar Saozon hag ar Spagnoled eviti. Rezet meur a wech e oa bet he c’hastell a-raok bezañ dismantret a-benn ar fin dindan ren Herri IV. Hiziv an deiz ne chom nemet an douristed evit lakaat poblañs an enezenn da greskiñ bep bloaz eus 400 da 2000 a dud.

Daoust ha gouzout a raec’h ?

Ar pennoù-bras dibennet

Eus Pasteur da bProsper Mérimée e oa bet ur bern tud brudet o tremen en enezenn en 19vet kantved. En ur c’habared eus Enez-Vriad e live an arzourien dremmoù an dud brudet-se war gwerennoù. Sed aze poltredoù dic’hortoz, hag a stumm en deiz hiziv dastumad ar « re dibennet ».