Enez-Tudi ha Sant-Voran

Ur porzh bihan tamolodet e-touez ar gwez-pin

Foto 1 Enez-Tudi ha Sant-Voran Foto 2 Enez-Tudi ha Sant-Voran Foto 3 Enez-Tudi ha Sant-Voran Foto 4 Enez-Tudi ha Sant-Voran Foto 5 Enez-Tudi ha Sant-Voran Foto 6 Enez-Tudi ha Sant-Voran

Donemat er Vro Vigoudenn. A-dal da Loktudi, anezhi ur porzh bihan brav anavezet evit a sell ouzh pesketa grilhed-traezh,emañ Enez-Tudi. Sur a-walc’h e viot plijet-kaer ganti, enni straedoù bihan strizh, tiez bihan troet o c’hein ouzh ar mor, un draezhenn 3 km hirder... Ur gêr gouronkañ eus ar re blijusañ eo. Nepell ac’hano emañ porzh Sant-Voran, e-touez ar gwez hag ar bleunioù, peadra da vezañ bamet.

Dilestrañ a reas Tudi, a reer Tual anezhañ ivez, war Enez-Tudi er 5vet kantved. Eno e savas e beniti kentañ a-raok sevel ur manati e Loktudi. D’ar c’houlz-se ne oa ket liammet an enezenn ouzh an douar bras. Kalet e oa ar vuhez warni ha seul wech ma tegouezhe ur gorventenn e veze goloet ar gêriadenn gant traezh ha dour sall. En 19vet kantved e voe savet ur chaoser un hent warnañ, diwar neuze e teuas Enez-Tudi da vezañ ur c’hourenez a voe sachet etrezek enni Bretoned pinvidik hag arzourien eus Pariz.

Straedoù strizh ha tiez gwenn

Tapit ar vag-treizh a loc’h eus an douar bras da vont betek ar gêr dibar-se. Plijout a ray deoc’h klaz mont da ruzañ en he straedoù bihan strizh ha gwelet he ziez bihan mogerioù-kreñv en-dro dezho. Ma tremenit dre an aod ho po ar gwel kaerañ warni. War-lerc’h ar bourmenadenn e c’hallo ar vugale deskiñ mont war ur c’hatamaran pe ur planken dre lien a-hed an aod traezh fin.

Un ti roz

Kemerit amzer d’ober un ehan e ant-Voran ! Etre an oufoù roc’hellek hag ar bodoù pin e spurmanter ar porzh bihan koantik-se. Ur chapel vihan ha goudor ar voraerien e dalbenn roz kaer eo al lec’hioù arouezus eno. Pa weler leurennoù an ostalerioù ne vez ken c’hoant nemet chom a-sav da ziskuizhañ, pell diouzh an engroez a vez e Benoded e-kerzh an hañv.

Daoust ha gouzout a raec’h ?

Koefoù en tu all da 30 cm !

Ar c’hoefoù bigoudenn... Deuet int da vezañ arouez Breizh mard eus unan. Daoust ah gouzout a raec’h avat e vez ezhomm ouzhpenn hanter-eur evit lakaat ar c’hoefoù ampezet-se ? Eus 1880 betek ar bloavezhioù 50, pa voent krog da vont e-maez a c’hiz, n’o doa graet nemet uhelaat, betek ober 32 cm ! Lakaet e vezont c’hoazh hiziv an deiz, da-geñver ar gouelioù gouestlet d’an hengounioù pobl.