Enez-Sun

Un douar fromus

Foto 1 Enez-Sun Foto 2 Enez-Sun Foto 3 Enez-Sun Foto 4 Enez-Sun

Meur a gejadenn zo ouzh ho kortoz war Enez-Sun, pozet war c’horre ar mor. Kejañ ganeoc’h-c’hwi hoc’h-unan er parkadoù bili, kejañ gant an natur war al lanneg rasket gant an avelioù, kejañ gant an enezidi o c’halonoù tomm, a ya e darempred diardoù gant ar vizitourien a zeu da zilestrañ war ar c’haeoù o ziez liesliv.

Ur radell maen ha traezh

N’eo Enez-Sun nemet un tamm linenn 1,8 km war an dremmwel, war-dro 8 km er-maez da veg ar Raz. Ha koulskoude ne c’haller ket tremen hebiou dezhi. Rak ret eo lavaret he deus ur sapre personelezh. Ul lec’h hep e bar eo Enez-Sun, e-maez an amzer hag ar bed, dindan taolioù an avelioù hag ar gwagennoù, ha heoliet e-pad an hañv. Stag mat eo an annezidi outi evel brennig, dizalc’h o spered ha brokus-kenañ war un dro.

Parkadoù mein

Bamet e vezer a-raok dilestrañ ouzh troad an tour-tan gwer ha gwenn. E-pad an dreizhadenn eus Gwaien hag a-hed torgennoù ar C’hab ho po tro da zizoloiñ beg ar Raz en un doare nevez en ur dremen hebiou Tour-tan ar Wrac'h Vras. Ur wech dilestret e viot plijet da gentañ gant chikoù roz, melen ha glas ouzh tiez Kae ar Bempoulliz. War lod anezho ez eus skrivet emeur en un ostaleri mod ar vro lec’h ma c’haller debriñ legestr gant e vizied. A-dreñv ar chaoser hag ar renkennad savadurioù kentañ eo tamolodet an tiez a bep tu da straedoù kammigellek evit bezañ er gwasked diouzh an avel. Banelloù zo n’int ket ledanoc’h eget 85 cm. Peadra da lezel ur varrikenn da dremen, tra ken !

Pelloc’h eget ar porzh en em astenn al lanneg (6 m en hec’h uhelañ) a vez beuzet a-wechoù da-geñver lanvioù bras. N’eus gwezenn ebet e-mesk ar struzh raz-se. Ne weler nemet mogerigoù maen o tremen dreist an traoù all, trevadoù goudoret ganto. Dirak reier kizellet gant ar grignerezh emañ Tour-tan Goullenez a seblant bezañ o tiwall Chapel Sant Kaourintin. Enni e oa un delwenn eus ar sant a veze lakaet e gammell da dreiñ gant ar voraerien etrezek an tu ma felle dezho e c’hwezhfe an avelioù.

Harozed war ar pemdez

Tud kalonek evit talañ ouzh an elfennoù, moraerien ampart ha stag ouzh o frankiz eo enezidi Sun. Implijet o deus ar perzhioù mat-se evit saveteiñ tud all... ha mont er Rezistañs. Da-heul galv an 18 a viz Mezheven 1940 ez eas ar 150 den dispont a oa war an enezenn davet ar Jeneral de Gaulle. Ar pezh a yae d’ober tost ar c’hard eus an emouestlidi gentañ !

Daoust ha gouzout a raec’h ?

Kuit a baeañ

Gant Colbert e oa bet diskarget tud Enez-Sun eus an tell war ar font pa gave dezhañ o doa trawalc’h a ziaesterioù abalamour da feulzter an natur war an enezenn.