Enez-Houad

Un tamm baradoz

Foto 1 Enez-Houad Foto 2 Enez-Houad

Lakaat an treid war Enez-Houad zo evel mont da veajiñ pell hag analiñ bannac’hoù aer arallvro. Kemerit hent ar vourc’h eus Porzh Sant Geltaz asambles gant an enezidi a vez o stlejañ o c’harrigelloù. En tu all d’an tiez gwenn bihan, it d’ober un achapadenn en un natur gwarezet. Bamet e vo ho spered gant mareoù prizius !

Un dra eeun eo an eürusted

En em gavout a reer en Enez-Houad, dezhi 5 km hirder, dre ur porzh kalz a vuhez ennañ ma weler bigi o c’houc’hoù lufrus ereet an eil e-kichen egile. Mont a ra ar plasoù gwellañ gant ar besketaerien. Rak amañ n’aer ket da fougeal. Gwelet e vez an enezenn evel m’emañ, gwirion ha didrouz. Kevell zo bern-ha-bern war ar c’haeoù. Degas a reer eno kresteneged, draeneged ha sili-mor a vez o fistoulat c’hoazh.

Pignat a reer gant ur grec’henn evit mont d’ar vourc’h. Goustadik, evel pa vefe aon da zirenkañ an dud, ez eer tre er straedigoù tiez o mogerioù gwennet gant raz hag o stalafioù glas. Simantet eo bet an toennoù mein-glas evit herzel ouzh an avel. C’hwezhañ a ra dizehan war an tamm douar-se, ha skarzhañ ar c’houmoul kuit war un dro. Un dra vat evit lezel an heol da barañ !

Un droiad varvailhus !

It pelloc’h eget ar vourc’h d’adkavout ar spered doare Abrobin a zo ennoc’h ! N’eus na hent, na moger, nemet gwenodennoù traezh a-dreuz al lanneg. Un hentig a ra tro an enezenn. Oufoù kaer-meurbet o deus toullet o flas e-barzh tornaodoù aod ar mervent. Eus tu ar c’hornôg emañ roc’h iskis Beg ar Vachif a zo warni ur strollad kanolioù bet dilezet. N’eo ket ken serzh an tornaod eus tu an norzh a gresk struzh stankoc’h warnañ. Al lec’h kaerañ war aod ar reter eo Traezh ar Gored a ya d’ober ur vandennad traezh fin en-dro da veg an Talar. Degas a ra an dourioù sklaer c’hoant da vont da gouronkañ, ar pezh zo, ret eo lavaret, ne vezont ket gwall domm. En tevennoù e kerzhot etre lili-mor ha morhesk. Nad it ket da vale warno !

Div c’hoar distaget diouzh an douar

Houad hag he c’hoar vihan Edig n’int ket bet inizi a-viskoazh. Da vare krennoadvezh ar maen e oant stag ouzh gourenez Kiberen. Hiziv an deiz emaint 15 km eus an douar bras. Klask a reas ar Saozon lakaat o c’hrabanoù war Edig, hag ac’hubet e voe al lec’h ganto er 17vet hag en 18vet kantved. Gwelet a reer c’hoazh warni dismantroù ur c’hreñv a oa bet savet ganto. E 1822 e voe diazezet war an enezenn un doare dezhi hec’h-unan da vont en-dro, urzhiet gant"Karta Edig" : dont a reas da vezañ un deokratelezh, renet gant ar person. Santet e vez ur spered dizalc’hiezh eno c’hoazh, ar pezh na vir ket ouzh an dud a vezañ digor !

Daoust ha gouzout a raec’h ?

Petra a dalvez an anvioù Houad hag Edig ?

Klevet ha lennet e vez, amañ pe ahont, e teufe anvioù an div enezenn diwar anv al labous, an houad, ha neuze e talvezfe « Edig » kement ha « houadig »... E gwirionez e teu an anvioù Houad hag Edig diwar daou anv rakkeltiek, Siata hag Atica, n’anavezer ket o ster