Enez-Groe

Laouen ha degemerus

Foto 1 Enez-Groe Foto 2 Enez-Groe Foto 3 Enez-Groe Foto 4 Enez-Groe

3/4 eur gant ar vag ha setu c’hwi en Enez-Groe, prest da grimpat ar c’hrapennoù gant ho pelo, da dañva ar sardined grilhet pe da ganañ en ur c’hafedi deuet da vezañ brudet-kaer. E-barzh ur gêriadenn he ziez izel pe en un ouf e zourioù sklaer, e welot pegen gwir eo ar c’hrennlavar "Qui voit Groix, voit sa joie".

Ur « gailhenn » hollgaer

War-hed 4 miltir diouzh an Oriant, en em astenn Enez-Groe war 8 km hirder ha 3 km ledander. Disheñvel eo ar c’hornôg, gouez ha rozellek, diouzh ar reter, dousoc’h, gant e draezhennoù hag e vrouskoadoù. Ur burzhud naturel eo evit an douarourien a estlamm dirak 60 seurt a vaenadoù, en o zouez ar glokofan glas dibar-kaer. Meurvein a ziskouez e oa bet annezet an enezenn abaoe an amzerioù koshañ. Met bez’ ez eo martoloded Kompagnunezh an Indez hag ar besketarien touned o doa graet dezhi bezañ pinvidik ha kaout hec’h identelezh.  

Un toun war ar c’hloc’hdi

E deroù an 20vet kantved e oa Enez-Groe kentañ porzh Frañs evit an touneta. Aloubet e oa ar c’haeoù gant 200 dundee. Ken stag eo an touned ouzh ar sevenadur ken e talvez ur pesk houarn da wiblenn war gloc’hdi an iliz. An ekomirdi, en ur fritur kozh, a ro ur plas bras d’an doare pesketa-se, d’an obererezhioù hengounel, d’an annez, d’an douarouriezh, d’ar metoù naturel...  Evit broudañ ac’hanoc’h da zeskiñ hiroc’h !

Eus an ifern d’ar baradoz

Lasit ho potoù, pignit war ho pelo : Adalek Porzh Tudi ez eus porzhioùigoù koant ha lec’hioù hollgaer o c’hortoz ac’hanoc’h. Er Menez ha Kerlard a stroll tiez giz-kozh, izel, gant mogerioù induet. Chaoserioù bihan-bihan zo a bep tu da Borzh Lae. War an aod gouesañ emañ Penn Maen, gant e dour-tan karrez. Dre ar gwenodennoù bravaet gant lann ha brug, kit betek an Aod Ifern ma kroz ar mor en ur faout toullet en tornaod. Kalz dousoc’h eo porzhig Lokmaria ma c’hallit mont da goll er straedoùigoù kammigellek, gant tiez koant ha feunteunioù.

Dibabit ho traezhenn

E pelec’h chom a-sav ? Ken kaer ha ken kaer eo an traezhennoù hag an oufoù. Ar Sableg Vras, hollgaer, eo an draezhenn vaotek nemeti en Europa. He zraezh fin, eus an holl livioù etre ar ruz-mouk hag ar gwenn, a ya war-raok en dour treuzwelus. A-raok poent ar Chat, traezhenn c’hwek ar Sableg Ruz a ziskouez arlivioù ruz-mouk. Gouez e teu an aod da vezañ met ur gwir lagon sioul eo Poulzioreg, e-harz ur wenodenn serzh. Ar baradoz, emezon-me !

Daoust ha gouzout a raec’h ?

Un draezhenn a cheñch plas ?

Diouti hec’h-unan eo Enez-Groe e gwirionez. Ouzhpenn d’ar vein skilt o arlivioù souezhus he deus un draezhenn hag a zilec’h. Ruzañ a ra ar Sableg Vras war-bouez 10 m bep bloaz.