Beg Penn ar Roz

Tornaodoù divent ha lec’hioù kaer-spontus

Foto 1 Beg Penn ar Roz Foto 2 Beg Penn ar Roz Foto 3 Beg Penn ar Roz

Tornaodoù war-dro 100 m uhelder dezho hag a gouezh a-bik er mor, ur gwel kaer war bae Douarnenez ha bae Morgad. Sebezet e vezer o welet kement-se. Gant nerzh ha kaerder mesk-ha-mesk ez eo Beg Penn ar Roz un diverrañ eus Breizh.

E penn pellañ Penn-ar-Bed eus tu ar c’hornôg, war gourenez Kraozon, emañ Beg Penn ar Roz. Ac’halese e c’haller arvestiñ ouzh ar vro tro-war-dro, peadra da vezañ bamet da vat. Cheñch-dicheñch eo dremm al lec’h, eus glas-pers ar mor betek gwenn skedus an tornaodoù. Ar pep gwellañ, evit an hini a fell dezhañ gouzout petra eo al lec’h marvailhus-se, eo mont di war droad. Evit en em gavout war ar gwel kaer dibar-se e kemerer un hent a-hed an tornaod ha goude se ur wenodenn-aod etre lann, brug ha gwez-pin. Da vezañ gwelet e-maez an amzer touristerezh pe abred diouzh ar beure, pa vez gouez al lec’h c’hoazh.

Yao gant an hent !

Lakait ho potoù basket en ho treid. Dleet eo da gement den sot gant ar baleadennoù er c’hornad mont d’ober tro Beg Penn ar Roz. Evit mont eus Morgad da Gastell Din ez eus ezhomm un devezh bale mat dre ur wenodenn-aod balizennet e ruz ha gwenn ha dre al lanneg (balizennoù melen) evit an distro. E-touez al lec’hioù a ranker mont da welet : Beg an Enez Werc'h, ouf Sant-Nikolaz war aod ar c’hornôg pe ouf Porzh Kregen, unan kaer ma’z eus, hag ar penntir a zo a-uc’h traezhenn ar Palud war aod ar reter.

Leizh ho taoulagad !

E-pad an hañv e kaver herrvigi hag a loc’h eus porzh Morgad da vont d’ober anaoudegezh, dre ar mor, gant ar mojennoù en-dro da grec’hier ar c’hab. E-mesk an traoù a weler emañ Kev an Aoter, 80 m donder dezhañ, pe ouf kaer-eston an Enez Werc’h. Un doare all da sellet ouzh al c’hornad marvailhus-se.

Daoust ha gouzout a raec’h ?

Ur gwel kaer war an inizi

E penn ar c’hab, pa vez sklaer an amzer, e c’hallot spurmantiñ, ouzhpenn bae Douarnenez en e bezh, Enez-Sun, Eusa ha Molenez.