Ar Jentilez

Emgavioù kaer en dremmwel

Foto 1 Ar Jentilez Foto 2 Ar Jentilez Foto 3 Ar Jentilez Foto 4 Ar Jentilez

War-dal Aod hollgaer ar Vein Ruz e tiveuz poultrennoù douar a-rez an dour. Dre lestrañ en ur vag e c’hallit mont tre e rouantelezh varzhus an evned-mor. Ambrouget e viot gant koroll dibaouez an divaskelloù ha tousmac’h ar c’hriadennoù e-pad ho treizhadenn etre plu ha fru.

Enezennoù ha divaskelloù

War-hed seizh kilometr diouzh reier roz Ploumanac’h e strew ar Jentilez o c’hleger greunit war Enez-Riouzig, Kostann, Enez-Melbann, Enez Bonno, Enez ar Breur, Enez Plat hag ar Serr. 40 hektar en em gav a-us an dour pa vez uhel ar mor. Kuitaet eo bet an douaroù krin-se gant an dud, nemet gant daou ward an tour-tan a labour tro-ha-tro bep pemzektez. War Enez ar Breur, an hini vrasañ, e oa deuet Sant-Frañseziz da bediñ en digenvez er 14vet hag er 15vet kantved. Hiziv an deiz ez eo an enezeg ur baradoz evit an evned.

Savit ho penn pa vezit war ar mor !

Dre chañs evit an evned e oa bet lakaet an enezeg da Lec’hienn Natur Gwarezet e 1912, ha goude-se da Warezva Natur e 1976. Gant ouzhpenn 20 000 a goubladoù evned-mor ha 27 spesad o neizhiañ eno, ez eo ar Jentilez ar brasañ gwarezva en arvor Frañs. Ur repu eo evit an evned a-raok dezho nijal kuit evit beajoù hir ! Gant pourmenadennoù war vag, adalek Traezhtraou (Perroz-Gireg), e c’haller mont da welet ar bed bamus-se. Er programm : un ehan en Enez ar Breur, ur gwel na c’haller ket ankouaat war stultennoù Aod ar Vein Ruz, displegadennoù gant heñcherien entanet gant o labour. Kement-se asambles gant ereved, morvrini-kuchenn, goded, karaveged pavioù du, gouelini kein du, gouelini gris pe gouelini bras. E penn-krec’h al liketenn emañ ar poc’haned, lesanvet « perokeded-mor » hag ar morskouled. Ma vez chañs ganeoc’h e bourzh ho pag e c’hallfec’h gwelet mourrennoù reuniged gris.

Rouantelezh ar morskouled

Souezhet e vez an den gant Enez-Riouzig hag he beg gwenn en norzh. Evel-se emañ abalamour d’ar stank m’eo an tropad morskouled eno, an tropad nemetañ e Frañs. 17 000 a goubladoù o fluñv gwenn hag o fenn melen o deus lakaet o favioù eno. Sebezus eo gwelet an evned mistr-se, tost 2 vetr a hed-eskell dezho. Peadra zo da hunvreal pa weler anezho o splujañ a-bik, 30 m a-us an dour...

Daoust ha gouzout a raec’h ?

Un anv all evit ar Jentilez ?

E brezhoneg e reer ivez « An Enezioù » eus ar Jentilez.