Ar Gerveur

Penn en hini vrasañ eus inizi Breizh

Foto 1 Ar Gerveur Foto 2 Ar Gerveur Foto 3 Ar Gerveur Foto 4 Ar Gerveur Foto 5 Ar Gerveur Foto 6 Ar Gerveur Foto 7 Ar Gerveur Foto 8 Ar Gerveur

Un enezenn gaer eo ar Gerveur evit gwir. Ul lec’h ma c’hallfe an den tremen e holl vakañsoù hag a zellez bezañ gweladennet e-pad meur a zevezh eo. Etre an traezhennoù sioul hag an tornadoù estlammus, etre ar porzhioù briket hag ar maezioù glas, e kinnig an enezenn ur vozaikenn builh a weledvaoù.

Ne viot ket lezet diseblant gant an hini vrasañ eus inizi Breizh, war-hed 14 kilometr diouzh beg Kiberen. Kerkent hag erruet gant ar vag e porzh koantik Porzh-Lae, feurmit hardizh ur marc’h-houarn pe ur c’harr evit ober anaoudegezh gant ar Gerveur a-dreuz hag a-hed. Kregiñ a ra ar weladenn gant ur bourmenadenn war ar c’haeoù o ziez mistr ha liesliv. Pourmenit er porzh hag e straedoù kêr gozh Porzh-Lae a-raok mont d’ober anaoudegezh gant gwikadell Vauban. Gallout a reot mont di dre zor an tour-meur. Sebezus eo ar savadur. Kit d’an hent-ged. Ur bam eo ar gwel war ar porzh.

E ti Sarah Bernhardt

Penn er biz, war-du Saozon. Ul lec’h-ehan zo arabat c’hwitañ en enezenn eo ar porzh livus-se. Kit di d’an abardaez. D’an eur-se e teu buhez d’ar c’hae gant leurioù ar c’hafedioù ha letioù lipous. Ac’hano n’eus nemet tri c’hilometr betek beg ar Polen. Brudet e oa bet ar beg-douar-se gant an aktourez Sarah Bernhardt he doa graet hec’h annez eno e fin an 19vet kantved. Gallout a reot gweladenniñ he domani zo digor d’an dud abaoe 2007.

An enezenn he div zremm

Tornaodoù didroc’het-kaer, mor dirollet... Hoalet e viot gant gweledva boemus an aod gouez. E-touez ar gwelioù kaerañ, an tour-tan bras, reier groc’h an Apotikerezh, gwel meur Porzh Koton pe Porzh Goulfar a dalvez ar boan bezañ gweladennet peurgetket. Disheñvel-krenn eo ar gweledvaoù-se diouzh sioulded aod hollgaer Bordardoue pe ar Sableg Vras, mat-tre evit ar familhoù. Gwelloc’h eo deoc’h mont di e lost an hañv, kentoc’h.

Daoust ha gouzout a raec’h ?

Daoust hag anavezout a rit ar pochoù-pez ?

Ar c’hresteneged kurius-se, zo reolennoù evit pesketa anezho, ne vezont kavet nemet e lec’hioù zo, en arvor ar Meurvor Atlantel, hag en o zouez emañ ar Gerveur. Debret e vezont ent yen e-pad an digor-kalon. Menam... Da dañva kousto pe gousto !