An Inizi Glenan

Un enezeg voemus

Foto 1 An Inizi Glenan Foto 2 An Inizi Glenan Foto 3 An Inizi Glenan Foto 4 An Inizi Glenan Foto 5 An Inizi Glenan Foto 6 An Inizi Glenan

Seizh enezennig en-dro d’ur mor diabarzh e zourioù treuzwelus, traezhennoù gwenn... N’emaoc’h ket en Inizi Sechelez, e Breizh ne lavaran ket ! An enezeg-se, a-vaez da Gonk-Kerne, zo heñvel ouzh gweledvaoù broioù an trovanoù : par d’ar baradoz. Un hunvre deuet da wir.

Arabat deoc’h tremen er c’horn-bro anez ober un dro en Inizi Glenan. Eus miz Mezheven da viz Gwengolo e loc’h bigi eus Benoded, Konk-Kerne, Loktudi, Porzh ar Forest ha Beg Meilh evit mont da Enez Sant-Nikolaz, an enezenn bennañ. Ul lec’h mat eo honnezh evit ober un dro e-pad an deiz, rak n’eus leti ebet en enezeg ha difennet eo kampiñ eno. E-pad an hañv avat e teu buhez d’an Inizi Glenan gant ar pretioù, ar greizenn splujañ hag ar skol-vageal brudet. War al lec’h e c’hallit, pe dibab ur weladenn displeget eus an enezenn, pe ober anaoudegezh gant ar pezh zo dindan ar mor e-kerzh ur bourmenadenn gant ur vag he foñs treuzwelus.

Grit un tañva d’ar sportoù-mor

Ma’z eo ken anavezet an Inizi Glenan ez eo abalamour d’o zraezhennoù par d’ar baradoz, hag ivez d’ar Greizenn splujañ etrebroadel ha d’ar greizenn-vageal brudet er bed a-bezh. Grit ho mad eus ho chomadenn evit ober un tañva d’ar sport-se ! Ma’z eo gwelloc’h kerzhet ganeoc’h, kit war droad betek lein Enez Sant-Nikolaz. Ac’hano eo hollgaer ar gwel war ar mor diabarzh (a reer ar Gambr anezhañ) ha war an aod penn-da-benn.

Bleunioù hep o far er bed

Bleunioù koant, gwenn ha dic’hwezh, plant etre 15 ha 40 kantimetr uhel... Ur spesad dibar eus an enezeg eo roz-kamm an Inizi Glenan. En arvar da vont da get e oant er bloavezhioù 50, ha krouet e oa bet ur gwarezva natur en Enez Sant Nikolaz abalamour da wareziñ anezho. Kit di etre miz Ebrel ha miz Mezheven ! E-kreiz o bleuñv e vez ar roz-kamm da neuze. 

Daoust ha gouzout a raec’h ?

Rinkined... dinoaz !

Dre m’emañ pell an enezeg diouzh ar saotradur e kaver enni un ekoreizhiad diseurt. Marteze e viot chañsus a-walc’h evit tostaat d’ur rinkin-pirc’hirin e-pad un abadenn splujañ. Betek 7 metr hir e c’hallont bezañ met dinoaz ez int ken ez int, rak n’eus nemet ar plankton a gement a blij dezho !

Liammoù talvoudus

Lec’hienn genrouedad Ti an douristed Fouenant an Inizi Glenan : www.tourisme-fouesnant.fr