Sant-Nazer

Penn a-raok an aber

Foto 1 Sant-Nazer Foto 2 Sant-Nazer Foto 3 Sant-Nazer

Ha pa vefed o sellet eus pell e vezer plijet gant Sant-Nazer. Tres kromm ar pont e obantoù a zo eno, gant e bester ruz ha gwenn, a zistenn linenn an dremmwel. Givri divent ha gorreerioù a weler, sonn e-kichen ur c’houc’h hag a sav a-us ar c’hendioù. Ha pa’z eo dreist-muzul an traoù enni e chom ar gêr, dre chañs, ul lec’h m’o dez an dud plijadur o vevañ asambles !

Un istor da-heul red ar mor !

An nor da vont tre e-barzh aber al Liger eo Sant-Nazer. Kregiñ a reas gant he zreuz e bed ar mor pa zeuas da vezañ rakporzh Naoned e-kreiz an 19vet kantved. Savet e voe ar chanter-bigi kentañ ha goude-se e voe ar porzh pennañ evit an darempredoù gant an Antilhez ha Mec’hiko. Da neuze e oa brav ar vuhez eno, gant bigi bras ha kaeoù warno produioù deuet eus ar broioù pell. Cheñchet e voe penn d’ar vazh avat. E 1942 ha 1943 e voe drastet ar gêr gant bombezadegoù ar gevredidi a oa o fal distrujañ ar bon splujerezioù alaman. Adsavet eo bet ha delc’her a ra gant he zreuz war dachenn ar greanterezh.

Ar pevare porzh e Frañs

N’eo Sant-Nazer nemet ul lodenn eus ar porzh emren Atlantel a zegemer 3 000 lestr ar bloaz. Eno e vez karget ha diskargetet dibaouez. Emañ ar bon splujerezioù pa’z eer tre el lennoù-porzh. Kavet ez eus un implij nevez dezhañ : a-ziwar toenn ar c’hreñvlec’h e c’haller gwelet ar porzh en e bezh. Ur savenn hep he far evit sellet ouzh an heol o vont da guzh ! En estaj izeloc’h, e-barzh ar skluz mogeriet, ez eer da splujañ e bed an abisoù da-heul al lestr-spluj Espadon. Plijout a rafe deoc’h mont en donvor ? Pignit e bourzh an Escal’Atlantic hag it da welet ar c’hambreier, sal ar mekanikoù, al levierezh... Evit echuiñ ho treizhadenn e vo ur souezhadenn evidoc’h.

Diouzh an noz e vez sklêrijennet ar porzh gant gouleier glas, gwer ha ruz bet staliet gant Yann Kersalé.

Kavell ramzed ar morioù

Savet ez eus bet kantadoù a vigi gant Chanterioù ar Mor Atlantel. Eno e oa bet ganet mordreizherioù mojennek evel an « Normandie », ar « France »… Pa’z eer da vizitañ al lec’h e vezer bamet dirak al lec’h divent-se. E-barzh ur c’harr-boutin, asambles gant un heñcher, e heulier war 110 hektar an doare ma vez savet ur vatimant, eus ar mare ma vez didroc’het ar plakennoù betek al labour peurlipat el lenn-borzh paramatiñ.

Dindan an dir emañ an traezh

Goude bezañ gwelet ar glad greantel e teu c’hoant deoc’h da lonkañ bannac’hoù aer fresk ? E Sant-Nazer ez eus 20 traezhenn, kalz anezho a-hed hentig ar valtouterien. Unan anezho a zegas da soñj deoc’h eus un dra bennak ? Reishoc’h n’eus ket peogwir e oa bet troet ar film Les Vacances de M. Hulot gant Tati e Sant-Mark.

Daoust ha gouzout a raec’h ?

Pelec’h emañ ar c’helenner Klaskato ?

E-barzh Ar Seizh boulenn strink, e weler Tintin hag ar c’habiten Haddock o klask war-lerc’h Klaskato war dokoù Sant-Nazer. Strewet ez eus bet skeudennoù a vent vras 4x3m e kêr.

Liammoù talvoudus

Lec’hienn Internet ofis an touristerezh eus Sant-Nazer : http://www.saint-nazaire-tourisme.com