Porzh-Loeiz

Ar gêr-wikadell

Foto 1 Porzh-Loeiz Foto 2 Porzh-Loeiz

Evel ur gward maen emañ ar wikadell o tiwall ar gêr ha morlenn an Oriant he dourioù o livioù perlezek. A-dreñv ar mogerioù-kreñv n'int ket bet distrujet gant ar c'hanolioù na gant an amzer o tremen ec'h adkaver pompadoù Kompagnunezh an Indez ha perzhioù kaer ur porzh pesketa. Da weladenniñ ho fri en avel !

Eus an holen d'ar sardin

En havr ar Blavezh, er Grennamzer, e veze graet kenwerzh ar gwin, an holen hag an edoù. Krog e voe ar Spagnoled da sevel ar wikadell e 1590. Ur wech aet kuit Juan del Aguila hag e soudarded, e voe echuet ar mogerioù-kreñv gant Loeiz XIII e 1637 ha diwar neuze e voe graet Porzh-Loeiz eus ar gêr. Dibabet e voe evit staliañ Kompagnunezh an Indez ha berzh a reas neuze gant ar spisoù e-pad ur reuziad. Pa 'z eas kuit ar Gompagnunezh d'an Oriant en em droas Porzh-Loeiz d'ar pesketaerezh ha d'an touristerezh mor.

It da vageal e kompagnunezh vat

Er wikadell ez eus ur mirdi ma 'z eo diskouezet istor dedennus-kaer Kompagnunezh an Indez bet krouet e 1664 gant Colbert. Tro ho po d'adkavout eno hentoù Afrika hag ar Reter er 17vet ha 18vet kantved gant maketennoù bigi, kontouerioù adsavet, danvezioù, spisoù, porselen... Evit ar vartoloded ne oa ket aze merdeadennoù evit vakañsiñ, n'eus ken sellet ouzh ostilhoù ar vedisined a veze war vourzh !

Ur c'hastell eus Bro-Spagn

Eus stumm orin ar wikadell e chom daou veg-moger tres Bro-Spagn warno. Mont a reer enni dre ur pont bihan, dav eo treuziñ an “hanter-loar”, anezhi ur savadur kreñv dezhañ stumm un tric'horn. War an hent-ged ma kresk plant e-leizh, ez eus kanolioù didrouz hag a zo troet war-zu Enez-Groe bepred. Hiziv an deiz eo selloù a beoc'h a barer war-zu Beg Gavr. Eus ar peurvanoù, anezho plasenn an armoù gwechall, ez eer dre un nor a-dreuz ar ramparzhioù betek aod plijus ar Sableg Vras.

Mareoù avanturus

A-dreñv ar ramparzhioù warno liv alaouret al liken ez eus tiez kran plijus bevañ enno. Da vare Loeiz XIV e voe kresket an annezioù hengounel a voe fichet gant rizennoù ha talbennoù (straed an Intronezed ha straed an Driaskêr). En 18vet kantved e voe savet gedigoù bihan war an toennoù gant ar varc'hadourien, abalamour dezho da eveshaat o bigi pa vezent o tistreiñ d'ar porzh (plasenn an Intron-Varia). Bodet eo tiez ar besketaerien e Porzh Lokmaloù ha Porzh ar Beg. 

Daoust ha gouzout a raec‘h?

Prizonidi er wikadell ?

Toullbac'het ez eus bet tud brudet e Gwikadell Porzh-Loeiz, en o mesk Louis-Napoléon Bonaparte e 1836.