Pondi

Etre straedigoù eus ar Grennamzer ha talbennoù eus mare Napoleon

Foto 1 Pondi

Talvezout a ra ar boan chom a-sav un devezh e Pondi, ur gêr vrav ma’z eus ! Petra zo da welet ? Ur mell kastell eus ar Grennamzer bet savet gant ar re Roc'han, an tiez o c’horbelloù a zo er gêr gozh, disheñvel-mik diouzh ar savadurioù eeun ha sonn eus mare Napoleon, hag ivez ur bern chapelioù bihan da vezañ dizolozet.

Hep mar ebet e viot bamet o welet tres tolzennek kastell kreñv Pondi a oa bet savet er 15vet kantved gant ar familh Roc’han, anezhi ur familh c’halloudus. Un dudi eo mont da vale e straedigoù troidellek ar gêr gozh, ouzh troad tourioù ar c’hastell, dezho stumm ur pikern, hag en-dro da blasenn ar Martred. An tiez o bannoù koad hag an talbennoù eus ar Grennamzer a zegas da soñj d’an den eus ar mareoù ma oa Pondi e barr he brud, pa veze produet lêr ha lien war ribloù ar Blavezh.

Roudoù Napoleon

Na pegen souezhus eo gwelet, sko ouzh kêr ar Grennamzer, ar balioù eeun hag an talbennoù nevezklasel eus mare Napoleon. Ur c’hemm souezhus ! Dav eo gouzout e oa Pondi unan eus an div gêr, gant La Roche-sur-Yon, a felle d’an impalaer lakaat adsevel en ur mod nevez. Graet e voe Napoléonville anezhi e-pad un dek vloaz bennak, kement hag ober...

Chapelioù a-leizh

Kavet e vez chapelioù bihan amañ pe ahont hag a dalvez ar boan mont da welet anezho. Ha pa seblantfen bezañ dister eus an diavaez e kaver kinkladurioù eus ar re vravañ enno. Kaer-kenañ eo o solieroù lambrusket ha livet, arouezius eus gizioù ar c’hornad. Plijet e viot a-dra-sur gant chapel Santez Nolwenn a zo eus ar 15vet kantved. E-pad an hañv, da-geñver ar festival « An arz er chapelioù », e vez kinniget diskouezadegoù arz a vremañ e meur a hini anezho.

Daoust ha gouzout a raec’h ?

Evel er bloavezh mil !

Setu aze un droiad hag a blijo d’ar vugale sur a-walc’h ! E Mêlrant, en ul lec’h ma chome dismantroù eus ar Grennamzer, ur pemzek kilometr bennak eus Pondi, ez eus bet adsavet ur gêriadenn evel ar re a oa er bloavezh mil. Klotennoù-plouz, ur c’hovel, liorzhoù... Evel pa vefed d’ar c’houlz-se !