Monkontour

Ur gêr tres ar Grennamzer warni

Foto 1 Monkontour Foto 2 Monkontour Foto 3 Monkontour Foto 4 Monkontour Foto 5 Monkontour

Piv na vefe ket bamet gant tres dudius Monkontour ? Pintet eo war lein un dosenn, he mogerioù-kreñv en-dro dezhi. Gant gwir abeg eo e vez graet ur gêr vihan neuziet-kaer anezhi. Plijout a ray deoc’h kalz pourmen eno er straedoù bihan liv ar Grennamzer warno, ober anaoudegezh gant hec’h istor ennañ kreñv pouez ar chouanerezh hag ar wiaderien, mont da vale er maezioù sioul.

Emañ Monkontour el lec’h ma kember an Evron gant Gwazh ar Stank. Ur roll pouezus he doa ar gêr evit a sell ouzh ar brezelioù adalek an 12vet kantved. D’ar mare-se e oa unan eus kreñvoù Dugelezh Pentevr. Meur a wech e voe taget pe lakaet seziz warni, goude-se e krogas tud Monkontour da dreiñ war-zu kenwerzh al lien a veze esporzhiet betek Bro-Spagn hag an Indez ! It da vale er straedoù bihan ha kemerit amzer da vezañ bamet dirak an osteloù prevez hag an tiez a oa bet savet gant ar varc’hadourien binvidik-se, evel da skouer anOstel Clézieux hag Ostel Kerjegu, lec’h m’emañ an ti-kêr hizv an deiz.

Setu aze ar Chouaned !

Kalz a bouez a oa bet gant ar chouanerezh er c’hornad, ar pezh a weler mat en ur mirdi hag a vez digoret e-pad an hañv ha lec’h ma c’hallot gouzout hiroc’h war an emsavourien roueelour-se. N’it ket kuit eus Monkontour avat anez bezañ aet e-barzh iliz Sant Matilin. Eus an 18vet kantved eo an talbenn, ur c’hloc’hdi iskis eus an 20vet zo warni... En diabarzh emañ an traoù kaer. E-touez ar re vravañ e Breizh eo he gwerenneg eus ar 16vet kantved.

A-dreuz ar parkeier

Tuchennoù, gwenodennoù, koadeier ha lanneier... Talvezout a ra ar boan mont da vale er maezioù tro-dro. E Monkontour kemerit an hentig da gas dre ar c’hoad betek Chapel Itron-Varia an Nec'h. War-lerc’h bezañ kerzhet 20 munutenn ho po ac’hano ur gwel kaer war ar gêr.

Daoust ha gouzout a raec’h ?

Kastilli e-leizh !

Kastell an Dosenn Trebrid, Kastell Kaduelan, Kastell ar Chouldri, Kastell ar Grañjoù, Kastell Bogar... Pemp kastell a gaver etre Monkontour, Henon ha Kesoue, mar plij ! Talvezout a ra ar boan mont da vizitañ o farkoù kaer.