Landvenneg

C'hwezh ar broioù pell

Foto 1 Landvenneg Foto 2 Landvenneg Foto 3 Landvenneg Foto 4 Landvenneg Foto 5 Landvenneg

Nag ur blijadur en em gavout en oaziz c'hwek-mañ ! Gant ar sederidigezh a sav diwar an takad douar-mañ, sko ouzh pleg diwezhañ ar Stêr-Aon, e vezer lakaet d'en em soñjal. Gant-se n'eus ket da vezañ souezhet e voe plijet sant Gwenole ha menec'h sant Benead gant al lec'h ! Ouzhpenn-se e kaver amañ ur struzh kreizdouarel pe dost.

Etre an oabl, an douar hag ar mor

Emañ Landevenneg war ur beg-douar roc'hellek, e penn lenn-vor Brest, e beg ar Stêr-Aon. En em astenn a ra ar vourc'h kaer etre ar gwez, eus an abati gozh betek an iliz eus ar 17vet kantved. Ac'hano ez eus ur gwel plijus-kenañ war kildroennoù kaer ar stêr, Enez-Terenez ha bered ar bigi, ul lec'h romantel ma'z eus. Eno, lec'h m'eo stag Gourenez Kraozon ouzh an douar-bras, e vezer gwarezet diouzh an avelioù pennañ hag e vez klouar a-walc'h an amzer.

Gant bennozh an natur

War-dro 485 e oa bet dibabet an asez “baradoz”-se gant sant Gwenole evit sevel unan eus koshañ santualoù Breizh. Eus ar savadurioù, bet adkempennet meur a wech, e chom relegoù brav-kenañ eus an 11vet ha 12vet kantved : mogerioù uhel, sichennoù pileroù ha roudoù eus an nev. Unan eus al lec'hioù pennañ evit brudañ ar gristeniezh e oa an abati. Met an Normaned e 913 hag an Dispac'h a gasas ar manati d'an traoñ. A-raok mont tre el lec'hiad e kaver mirdi anabati gozh. Ennañ e konter deomp istor al lec'h pouezus-se, ha war un dro e kinniger ivez diskouezadegoù hag abadennoù diwar-benn amzerioù kentañ istor Breizh.

E 1958 e tistroas menec'h sant Benead da lec'hiad sioul Landevenneg en ur manati nevez, savet gant mein-ben Logonna 500 m a-us an hini kozh. Ober a reont war-dro meur a dra hervez reolioù sant Benead : delc'her ar werjez e ratre, degemer ar vizitourien ha kement zo.

Ul liorzh marzhus

Kerkent hag erru da vale e park an abati e klevot frondoù heoliet, souezhus en hor bro. Dont a ra eno siprez-Lawson, gwez-palmez ha bodoù lore en ur vikrohinad hep he far. Kavout a reer ivez amañ pe ahont, a-hed ar gwenodennoù, gwez-fiez, mimoza ha kamelia e bleuñv. Ur boked from !

Daoust ha gouzout a raec’h ?

Ha daonet e viot evit un doazenn-frouezh ?

Gallout a reer dont d'an abati d'ober retred. Mar bez gwell ganeoc'h boued lipous eget boued spered e c'hallot memes tra prenañ toaz-frouezh fardet gant ar venec'h.