Landreger

E skeud ar gorzenn

Foto 1 Landreger Foto 2 Landreger

Emañ kêr Landreger lec’h ma teu ar Gindi e-barzh ar Yeodi. Enni e kaver war meur a live, eus ar porzh betek lein an dosenn, banelloù ha plasennoù bihan brav. Pa seller ouzh an tiez o bannoù-koad, dindan askell korzenn fin an iliz-veur, e weler ar pouez bras a oa gant Landreger a-fet arz ha soñjoù.

Un istor a feiz

Er 6vet kantved en em gavas ar manac’h kembreat Tual dre vor e Nant Treger. Sevel a reas ur manati, ha diwar al lec’h-se e voe diazezet Landreger, anezhi ur gêr troet war an douar hag ar mor war un dro, ha war ar relijion. Lakaet e voe Tual da eskob ha dont a reas da vezañ unan eus sent diazezerien Breizh. Gant-se eo Landreger unan eus 7 ehan ar pirc’hirinaj. Adalek ar 14vet kantved e voe roet ton da gaerded ar gêr gant artizaned ha labourerien war dachenn an arz hag a oa bet desachet etrezek enni. Tapet e voe lañs gant ar moullerezh hag ar c’henwerzh dre vor. Skrivet eo an istor-se er mein !

Ur gêr da awenañ ar skrivagnerien

Kuilhet eo Landreger en un aber a sav al lanv betek enni. P’en em gaver eno e vezer bamet ha gant ar c’hoant d’anaout gwelloc’h ar gêr-se. Gant an tiez o frammoù-koad a zo er "gêr neuziet-kaer"-se e vezer lakaet da splujañ e-barzh aergelc’h Landreger ar 15vet ha 16vet kantved, d’ar mare ma rae berzh. War blasenn ar Martred, e straed Renan pe e banell Sant Erwan ez eus bannoù-koad ha korbelloù hag a ra d’ar selloù sevel war-zu tiez miret o stumm gwechall ganto. E-touez an tiez-se ez eus unan hag a zo brudet dreist ar re all : hini ar skrivagner ha prederour Ernest Renan, a zo bet adsavet e vurev-studi.

Ur bravig, dantelez maen en-dro dezhañ

A-us an toennoù e weler korzenn dantelezet an iliz-veur, 63 m dezhi. E penn kentañ an 12vet kantved e oa bet savet iliz-veur Sant Tual, unan eus ar gaerañ e Breizh, diouzh ar c’hiz c’hotek. Goude bezañ gwelet he forchedoù fin e c’hallit bamiñ dirak ur gador-sarmon kizellet penn-da-benn warni tresoù bleunioù, al loenetaer souezhus engravet er c’hadourioù-kloz a zo er c’heur, ha bez sant Erwan.

Eus an eskob d’an alvokad

Brudet eo Landreger war dachenn ar relijion gras da sant Tual koulz ha gras da sant Erwan. Ganet e oa ar barner Erwan Helori er Vinic’hi e 1253. Deuet eo da vezañ patrom ar Vretoned hag an alvokaded goude bezañ diskouezet, o tifenn an dud paour ha munud, e oa-eñ un den just ha reizh. Bodet e vez ur bern tud fidel evit pardon bras sant Erwan, d’an trede sulvezh a viz Mae.

Daoust ha gouzout a raec’h ?

Ur gorzenn iliz paeet gant « kartoù » ?

Fichet eo korzenn an iliz-veur gant tresoù kizellet diwar skouer ar re a gaver war ar c’hartoù evit c’hoari, kement-se abalamour ma oa bet sikouret paeañ anezhi gant arc’hant rastellet gant al lotirioù e Pariz.