Konk-Kerne

N’eot ket d’ober kazeg dre greiz ar porzh mat-mañ !

Foto 1 Konk-Kerne Foto 2 Konk-Kerne Foto 3 Konk-Kerne Foto 4 Konk-Kerne Foto 5 Konk-Kerne Foto 6 Konk-Kerne Foto 7 Konk-Kerne

Ne c’haller ket chom hep bezañ bamet dirak kaerded ar gêr gloz gronnet en he mogerioù-kreñv, e-kreiz Konk-Kerne hag en unan eus bravañ baeoù Breizh. Koulskoude ma kuitait he hentoù-ged hag he straedigoù e-pad ur pennadig e welot traoù disheñvel met ken kaer all er porzh-pesketa pe war an traezhennoù.

Ar gêr c’hlas

Ur gêr arz hag istor eo Konk-Kerne. Kavout a reer enni kement braventez a c’haller gwelet en arvor, traoù plijusoc’h an eil eget ar re all. Diskouez a ra he ramparzhioù tev eus ar 14vet kantved, bet astennet gant Vauban er 17vet kantved, e oa gwechall ur c’hreñv war an aod. Lañs zo gant ar porzh bepred : ouzhpenn 200 bag pesketa a vez o tegas buhez war ar c’haeoù hag er c’hoc’hu-pesked. Lec’hioù a-zoare eo ar porzh-bageal hag an aodoù traezh fin evit an obererezhioù merdeiñ hag evit kouronkañ.

Gwarezet diouzh an amzer

Ret eo en anzav deoc’h : unan eus al lec’hioù a vez bizitet ar muiañ e Breizh eo ar gêr gloz. E-pad an hañv e vo gwell deoc’h dont diouzh ar beure. Emañ war un enezennig 350 m hirder ha 100 m ledander. Gwelet e vez mat gant he befrez koant hag he horolaj-heol. Mont a reer e-barzh dre daou bont bihan. A bep tu da straed Vauban, ar straed pennañ, ez eus tiez kaer o asagnoù hag a gord mat gant tres ar gêr. Gallout a reer treiñ evit kemer straedigoù pavezet ; e penn anezho ez eus dorioù da zigeriñ ur gwel-kaer war ar porzh-pesketa. Sellit mat ouzh ar feunteun gaer pa dremenot hebiou dezhi war blasenn Sant Gwennole.

Lusket ar gêr gant ar besketaerezh

A-dal d’ar ramparzhioù e teu ar chaluterioù d’ober ur paouez goude bezañ o pesketa tost d’an aod pe en donvor. Ma’z it da bourmen war ar c’haeoù e tichañso deoc’h, marteze, gwelet dilestrañ pesked war-lerc’h 10 eur noz. Nemet hag ober a reot ur sav espres evit gwelet ar c’hoc’hu-pesked adalek 6 eur 30 beure, pa vez o tihuniñ ha birvilh ennañ dija. Sur a-walc’h ho po digarez da gejañ gant tud dibar er porzh-se, anezhañ an hini kentañ en Europa evit a sell ouzh an toun hag an trede e Frañs evit ar pesked fresk. Da-heul labour ar besketaerien ez eus ivez un toullad friturioù hag a zalc’h da fardañ traoù saourus.

Mont d’analañ aer ar mor

Pa’z eer kuit war droad eus ar marinarom, anezhañ un ekomirdi gouestlet d’ar vevliesseurted er mor, e kemerer un hent-tro plijus a-hed ar mor da vont betek an Aod Wenn. C’hoant ho peus da cheñch endro da vat ? Eus Konk-Kerne e loc’h ar bigi da vont betek an Inizi-Glenan hollvrudet.

Daoust ha gouzout a raec’h ?

Ur gouel evit ar genskoazell

Rouedoù glas eo a veze implijet abalamour da douellañ ar pesked. Abaoe 1905 e vez graet “Ar Rouedoù Glas” eus ur gouel hag a oa bet aozet da gentañ-penn evit sikour ar besketaerien pa oa aet ar bankadoù sardined da hesk. Hiziv an deiz e vez sachet ur bern arvesterien gant ar gouel hengounel-se a vez dalc’het e miz Eost.