Kintin

Ur gêr eus ar Grennamzer e-kreiz maezioù Breizh

Foto 1 Kintin Foto 2 Kintin Foto 3 Kintin

E-kreiz garzhaouegoù glas Breizh emañ Kintin, anezhi ur gêr vrv eus ar Grennamzer. Meur a savadur istorel a gaver enni : daou gastell, trizek monumant rummet hag ur mirdi, gant-se e tere mat he label « kêr vihan neuziet-kaer » outi. Plijout a ray deoc’h hep mar ebet.

Brudet eo Kintin er vro evit bezañ bet kêr ar wiaderien ha berzh he doa graet gwechall gant gwiaderezh al lin. Er 17vet hag en 18vet kantved e oa lañs gant kenwerzh al lien, hag ober a rae gwiaderien ar c’hornad lien tanav eus ar c’hentañ a veze ezporzhiet betek Amerika ! War-lerc’h ar mareoù pinvidik-se ez eus chomet un toullad savadurioù prizius a c’haller gwelet c’hoazh hiziv an deiz. Bezit estlammet dirak an tiez kaer hag osteloù prevez ar varc’hadourien binvidik hag it goude-se d’ober un droiad er mirdi evit anaout gwelloc’h amzerioù gwechall ar gwiaderezh.

Ur c’hastell diechu

N’eo ket unan met daou gastell a c’haller gwelet e Kintin. Daou savadur zo er memes park : gwallgaset e oa bet ar c’hastell kentañ, bet savet en 13vet kantved, gant brezelioù ha preizherezh an eil war-lerc’h egile. Adsavet e voe e 1775, hogen ne voe ket echuet al labourioù. En 18vet kantved e voe adingalet ha brasaet ar chomachoù hag ar marchosioù, a yeas d’ober an eil kastell.

Lakait boteier mat da vale !

Goude bezañ bizitet ar gêr n’eo ket ur soñj fall mont da welet an trowardroioù wardroad. Gallout a reot mont da ziskuizhañ e-kichen ar stank pe mont da vale e Koad ar Berchenn. Loc’hañ a ra an hent-bale eus ti-feurm kozh ar Berchenn, a zo 800 metr eus kreiz-kêr, da vont betek ar vilin eus ar 16vet kantved. Nemet ha gwell e vo ganeoc’h bale a-hed ar Goued.

Daoust ha gouzout a raec’h ?

Fest al lin zo !

Bep bloaz, abaoe 1993, e tegaser da soñj e Kintin eus an amzerioù gwechal,l pa rae berzh gant labour al lien, gant Gouel ar Wiaderien a vez dalc’het bep taol e dibenn-sizhiun kentañ miz Eost. Gwelet a reer neuze dibunadegoù gant tud gwisket e-giz gwechall, hag ivez traoù nevez-krouet gant stilourien yaouank en-dro d’al lin.