Kemper

Ur gêr vrav he bravigoù maen

Foto 1 Kemper Foto 2 Kemper Foto 3 Kemper

Brasat plijadur kantren e straedigoù kêr gozh Kemper ! A-hed ar banelloù o anvioù a zegas da soñj eus an istor, ez eus tiez o frammoù-koad, a-us dezho e spurmanter korzennoù iliz-veur Sant-Kaourintin. Kendalc'hit gant ho paleadenn o c'hoari lamm-maout war treuzelloù an Oded, en un endro glazvez.

Ur gêr-benn arz, istor ha mojennoù stag outi

Evel ma komprener dre hec'h anv, emañ Kemper lec'h ma ya ar Stêr Deir e-barzh an Oded. Lakaet e vefe bet da gêr-benn Kerne gant ar roue Grallon, tec'het kuit eus Kêr-Iz a oa beuzet gant ar mor. Lusket e voe ar c'henwerzh gant ar Romaned. En 13vet kantved en em stalias ar c'horfuniadoù ouzh troad an iliz-veur edod o sevel. Lañs a oa gant Kemper, ken e oa enni kannadourien eus roue Frañs hag a lakaas sevel ostelioù prevez. Abaoe ar mareoù-se en em astenn ar gêr en un doare hael a-hed ar c'haeoù bleuñvet.

E-kreiz ar Grennamzer

Ezhomm ez eus bet tri c'hantved evit sevel an iliz-veur, a zo unan eus ar re vravañ a-fet arz gotek. Adnevezet a-feson eo bet an div gorzenn hag a sav betek 76 m. Dav eo mont dre ar porched evit gwelet ar gwerennoù-livet o flamminañ.

E-tal an ebestel e viot kaset gant straedoù pavezet etrezek ar Grennamzer. A bep tu da straed ar Gereon ez eus tiez o frammoù-koad hag a dres ur berspektivenn war-zu Sant-Kaourintin. E korn straed ar Stalioù-kig e kaver unan eus kaerañ tiez Kemper. E straed ar C'hig-sall, en niverenn 10, e verzer un ti fichet kaer. E straed ar Geoded e vez sachet ho selloù gant un ti digustum, Ti ar C'hariatidennoù. Plasenn an Amann Kozh ha straed Elie-Freron zo ivez lec'hioù kaer. P'en em gavit en ur c'hroashent, it diouzh ho faltazi !

Feilhañsoù o livioù kaer

Pa'z eer a-hed an Oded en em gaver e karter Lokmaria, lec'h ma oa bet savet ar feilhañserezhioù. Livet flamm e vez feilhañsoù Kemper, ganto un doare eeunek. Gant ar bolennoù eo bet brudet ar c'houblad Bretoned o gwiskamantoù hengounel. Ar chañs ho po da welet, e ti HB-Henriot, penaos e vez aozet ar pezhioù feilhañserezh, dreist-holl labour pizh ha diaes al liverezed.

Donemat er mirdioù

Mirdi an Arzoù-kaer zo unan eus ar re binvidikañ e Frañs. Diskouezet e vez, ouzh mogerioù ar palez mod italian, oberennoù gant Boudin, Skol Pont-Aven, Tal-Coat, Max Jacob… E palez kozh an eskibien emañ ar Mirdi Breizhek a ginnig diskouez deoc'h diazezoù glad Breizh en un doare plijus.

 

Daoust ha gouzout a raec'h?

Bezit dihun evit an dibunadeg !

D'ar 4e Sul a viz Gouere, da-geñver dibunadeg vras Gouelioù Kerne, e vez miliadoù a zañserien hag a sonerien o vale e kreiz-kêr Kemper.