Kameled

Un aridennad begoù roc’hellek

Foto 1 Kameled Foto 2 Kameled Foto 3 Kameled

Hep mar ebet eo Kameled unan eus kaerañ porzh ar rannvro. It betek eno evit gwelet bered ar bigi kozh, ar chapel dudius ha Kastell Kameled, hag ivez an aodoù kaer hag an tornaodoù souezhus. It da vezañ bamet, sur ha neket marteze !

Emañ Kameled e penn Gourenez Kraozon, ha talvezout a ra ar boan chom a-sav eno un devezh pe zaou. Ar c’haeoù birvilh warno a zegas da soñj e oa ar porzh-se ul lec’h a bouez evit a selle ouzh sardineta, ha grilheta goude-se. It da vale war ar c’haeoù, etre talbennoù an tiez o livioù flamm hag ar bigi-pourmen.

A-hed an erv eo ur blijadur mont da welet bered ar bigi kozh. Pa weler tres ar bigi-se e komprener pegen a lañs a oa gant ar porzh-se gwechall.

Bered ar bigi kozh

En tu all emañ ar chapel Itron-Varia Rokamadour, brudet abalamour d’an ex-voto a gaver stank enni. Sellit ouzh ar maketennoù bigi bet lezet, evit trugarekaat, gant tud hag a zo achapet diouzh ur peñse. It pelloc’h goude-se betek Kastell Kameled, a reer an « tour alaouret » anezhañ abalamour d’e liv okr. Savet e oa bet evit difenn erv Kameled. Lakaet eo war roll glad ar bed gant an Unesco.

Reier iskis

N’it ket kuit eus ar c’hornad anez bezañ graet tro ar begoù douar ! Gallout a rit kemer an hent BH 34, lakaomp. Diwar Beg ar Gouin, Beg an Toulinged, Beg Penn Hir... ho po pep a wel kaer war an trowardroioù. Mann ebet nemet evit se e talvez ar boan dont betek ar c’hornad. Sur a-walc’h e viot plijet gant Beg Penn Hir hag e beder enezennig iskis a reer ar « Bernioù Piz » anezho. 70 m a-us ar mor emañ. Hep mar ebet eo ar beg douar souezhusañ ha brudetañ eno.

Daoust ha gouzout a raec’h ?

Degadoù a beulvanoù !

Mont a ra ur c’hant peulvan bennak d’ober steudadoù Lagad-Yar, anezho ar re vrasañ er c’hornad. Adsavet e oant bet e 1928, 3 metr uhelder a ra lod anezho. Petra a laka anezho da vezañ dibar ? Renket int e linennoù a-skouer.