Gwitreg

Ur gêr eus ar Grennamzer hec’h istor mil bloaz

Foto 1 Gwitreg Foto 2 Gwitreg Foto 3 Gwitreg Foto 4 Gwitreg

P’en em gaver e toull-dor Breizh e vezer plijet gant Gwitreg, gant he c’hastell eus ar Grennamzer, he straedoù kozh dudius hag he ziez o bannoù koad adkempennet brav. Kemerit amzer da splujañ en amzerioù-se hag a zo eus ar re blijusañ. Nemet ha gwell e vefe ganeoc’h ar 17vet kantved, gant markizez Sevigneg he deus merket ar c’hornad.

Kludet eo kastell Gwitreg war ur beg roc’hellek, a-us armaezioù tro-war-dro. Savet e oa bet en 11vet kantved, hag adsavet en 13vet, 14vet ha 15vet. Degas a ra da soñj e oa Gwitreg ul lec’h difenn war marzoù Breizh. Chomet eo ken kaer ar gêr eus ar Grennamzer ha da vare kenwerzh al lien, pa oa e barr he brud. Porchedoù oberiet kaer, tiez o bannoù koad... Ganto e weler hiziv an deiz c’hoazh pegen pinvidik e oa ar gêr gwechall.

Ur varkizez war ar maez...

Liammet kreñv eo bro Gwitreg gant istor markizez Sevigneg, ur skrivagnerez brudet eus ar 17vet kantved. Bevañ a reas un toullad kilometroù ac’hano, en Argantred-ar-Genkiz, e-barzh kastell kaer Reier-Sevigneg, lec’h ma skrivas ul lodenn vat eus he lizheroù. Ma plij al liorzhoù mod Frañs deoc’h, it d’ober un dro betek eno hep tortal ! Savet e oa bet ar re-se diwar an tresadennoù graet gant Le Nôtre, ul liorzhour ampart ma’z eus.

Diskennit ar pont-gwint !

Ne c’haller ket komz eus Gwitreg anez ober anv eus he mell kastell – ur c’hreñvlec’h, pa lavarin mat, a oa bet savet evit difenn antre Breizh. Ur skouer vrav eus savadurioù kreñv ar Grennamzer e Breizh eo, gant-se e talvez ar boan, a-dra-sur, mont da welet al lec’h-se a zo deuet da vezañ an ti-kêr hag ur mirdi hiziv an deiz.

Daoust ha gouzout a raec’h ?

Selaouit tudjentil, hag e klevot !

Ha ma’z afemp da veajiñ en amzer dremenet ? Gallout a reer en ober e kreizig-kreiz Gwitreg... Kinniget e vez deoc’h kousket en un deltenn eus ar Grennamzer evit bevañ en-dro da vare oadvezh aour ar gêr. Ur floc’h ul lifre gantañ zo o c’hortoz ac’hanoc’h. Prest oc’h ?