Gwened

Plijadurioù a bep seurt !

Foto 1 Gwened Foto 2 Gwened Foto 3 Gwened Foto 4 Gwened Foto 5 Gwened

Meur a neuz zo gant kêr Wened : kêrbenn ar Mor-Bihan, porzh-bageal, plas-kreñv, kêr eus ar Grennamzer, kêr arz ha istor… Santet e vez er straedoù, etre ar c’haeoù gwez hed-ha-hed ganto hag an tiez eus ar 15vet kantved, pegen c’hwek eo bevañ eno. Deuit da dañva an endro-se !

Ar Mor Bihan evel un neizh

Dont a reas ar gêr gal-ha-roman Darioritum da vezañ Gwened p’en em gavas ar Vretoned eno. Emañ o splanniñ e deun ar Mor Bihan, he mogerioù-kreñv tro-dro dezhi. Gwelet a reer, dre he ziez o bannoù koad hag hec’h osteloù prevez, ar pouez a oa eno gwechall gant ar porzh-kenwerzh hag he galloud relijiel ha politikel. Hiziv an deiz ez a ar glad pinvidik-se d’ober un endro ma plij d’an dud bevañ hag ul lec’h a-feson evit ar re a fell dezho bale hag ober anaoudegezh gant traoù kaer.

Da-heul ar straedoù

Heñvel a-walc’h ouzh ul lec’h kouronkañ eo plasenn Gambetta, durc’haet war ar c’hreisteiz, a-dal d’ar porzh. Chomit a-sav warni kement ha distanañ war ul leurenn-ostaleri, a-raok mont tre er gêr gozh dre dor Sant-Visant ! En tu all d’ar porched ez eus savadurioù eus ar 17vet kantved a bep tu d’ar straed. En-dro da blasenn al Lisoù, lec’h ma veze dalc’het an tournamantoù er Grennamzer, e kaver osteloù prevez ha tiez o bannoù koad kichen-ha-kichen. Ur blijadur eo gwelet an aridennad savadurioù o zalbennoù livet splann. Pelloc’h eget an iliz-veur hag ar C’hoc’hu e weler bokedoù kroazennoù ha korbelloù a-hed straed Sant Gwenael, betek straed an Nor Brizon a gas war-zu Sant-Padern, ur c’harter dibar ma’z eus.

Dremm dibar Gwened

Dre an Nor Brizon ez eer betek hent-bale ar Waremm a dremen a-hed ar ramparzhioù bet savet en 13vet kantved. Tourioù ha dorioù, hag a gaver a bep eil, a ya da stummañ un daolenn gaer a-us al liorzhoù giz Bro-C’hall. War ribl ar Marl, stag ouzh ar mogerioù-kreñv, ez eus poulloù-kannañ goloet gant un doenn vein-glas hir.

Etre ar balafenned hag ar gabitened

Kerkent hag e-maez ar gêr gloz e c’haller mont d’ober achapadennoù. Tremen a ra hent-bale ar Rabin war ribl ar pontonioù, dre alezioù gwez hed-ha-hed ganto. Mont a reer e-giz-se betek an Akwariom Moroniezh ha Liorzh ar Balafenned. A-dra-sur ez it d’aveliñ ho spered e-mesk ar pesked pe an eskell liesliv. It da-heul ho kuriusted betek gourenez Koulev. Ne viot ket disouezhet gant ar gwel-kaer war ar Mor Bihan, en ul lec’h dibar ma kejer gant moraerien a bep seurt oad.

Daoust ha gouzout a raec’h ?

Pelec’h emañ Gwened hag e vaouez ?

E korn straed ar Gwenvidig Pêr Ronan Rog ha straed Noe e vezer saludet gant daou benn drant kizellet er mein. Daoust ha pennoù ostiz hag ostizez an ti-se eus ar 16vet kantved e vefent ? Deuet int da vezañ maskotennoù tud Gwened.