Felger

Ur gêr greñvlec'h mil bloaz

Foto 1 Felger Foto 2 Felger Foto 3 Felger Foto 4 Felger Foto 5 Felger

Ur pezh mell tres greunvaen a-us ar gêr... Kerkent hag erruet e Felger e komprener pelec'h emeur. Gronnet eo an tiez o frammoù koad hag ar straedigoù pavezet, ken brav ha gwechall, ouzh troad brasañ kreñvlec'h Europa. Setu tost mil bloaz a istor dirak ho selloù !

Chomet eo Felger, a zo unan eus kêrioù brudetañ Marzoù Breizh, hag he c'hastell dibar savet e 1020, ken kaer ha gwechall. Dav eo mont da bourmen e straedoù ar Gozh Vourc'h, koshañ karter ar gêr, a vez buhez ennañ bepred gant leurioù ostalerioù ha pretioù. Degas a ra an tiez o frammoù koad da soñj eus ar mare ma oa pinvidik ar gêr. It war-gil betek mareoù kaerañ Felger ! Lakaet e vezer da weladenniñ ar c'hastell gant un arvest gwelet ha klevet hag a gont e istor eus ar bloavezh 1000 betek 1500. Evel pa vefec'h eno...

Pebezh kreñvlec'h !

Sur a-walc'h e viot bamet dirak an hollad difenn-se sonn war e gentrell skilt, bet savet etre an 12vet hag ar 15vet kantved. 13 tour zo ennañ hag ober a ra 2 hektar en holl. Renevezet penn-da-benn eo bet ar mogerioù-kreñv, a oa dour en-dro dezho gwechall. Talvezout a ra ar boan mont da welet anezho hep mar ebet. It gant an hent-ged, ac'hano ho po ur gwel meur kaer war mogerioù-tro ha liorzhoù Felger.

Liorzhoù dreistordinal

Rak dav eo gouzout ez eus ur bern takadoù glas e Felger, evel al liorzh-kêr a zo a-us karter ar Grennamzer tro-dro da iliz Sant Sulpis pe Traoñienn Nanton, 2 hektar dezhi, a yeer eus ar c'hastell betek enni dre straedig an Treier. Ha ma plij deoc'h gwelet al liorzhoù gouestlet d'un tem bennak e vo dav deoc'h neuze tremen un toullad eurioù e Park Bleunioù Kasteller. Da goulz an nevezamzer e vez livioù flamm ar c'hamelia, an azale hag ar brug-roz leizh al liorzh.

Daoust ha gouzout a raec'h?

Daoust piv eo Melizenn?

Boudig Lusignan eo Melizenn gwir eo. Met an anv-se a vez graet ivez eus unan eus tourioù ar c'hastell. 30m uhelder eo, ha 3,5 metr tevder e vogerioù ! Difennoù efedus eta.