Douarnenez (bae ha porzhioù)

Pevar a borzhioù hag ur bae eus ar c'haerañ

Foto 1 Douarnenez (bae ha porzhioù) Foto 2 Douarnenez (bae ha porzhioù) Foto 3 Douarnenez (bae ha porzhioù) Foto 4 Douarnenez (bae ha porzhioù)

Pevar a borzhioù, evelkent, zo e Douarnenez, ur gêr vrav troet war-zu ar mor. Deuit da dañva aergelc'h dibar he c'haeoù a gaver warno, hiziv an deiz, tiez-krampouezh hag ostalerioù da zegas buhez enno, da welet he straedigoù o stalioù-labour hag o ziez pesketaerien, hag it da vale betek Plomarc'h, he bae eus ar c'haerañ hag an traezhennoù nepell alese.

War-dro ar 16vet kantved e oa Douarnenez ur porzh-kenwerzh hag a rae berzh evit a selle ouzh ezporzhiañ lien ar c'hornad, ha dont a reas da vezañ unan eus ar porzhioù-pesketa pennañ war dachenn ar sardin en 19vet kantved. War-lerc'h an daou varead pouezus-se ez eus chomet un toullad tiez kozh hag un iliz e Pouldahu, stalioù-labour kozh ha tiez pesketaerien bihan a-us porzh Rosmeur. Gwechall e veze lusket buhez ar c'haeoù o ziez livet kaer gant monedone ar chaluterioù, bremañ int deuet da vezañ tachenn an ostalerioù hag al leurennoù-predañ. Un aergelc'h plijus-kenañ !

It da welet ar bigi hengounel !

Ma plij ar bigi deoc'h, it hep termal pelloc'h d'ar Porzh-Mirdi ! Emañ a-hed ar Porzh Ru, anezhañ porzh koshañ Douarnenez. Er borzhlenn gloz ez eus pemp bag ouzh ar fard : ur grilhetaer, daou seurt kobiri, ur ramoker eus Bro-Saoz hag un aocher eus Norvegia. Digor int d'ar vizitourien. Gwall blijout a ray d'ar vugale c'hoari o c'habitened enno !

War-zu Plomarc'h

Da gentañ e seller ouzh ar bae kaer-eston a-dreuz ar gwez-pin. Awenet ez eus bet meur a livour gant ar gwel kaer-se. Dav eo loc'hañ eus Plomarc'h, ur gêriadenn enni tiez bihan adkempennet brav, lec'h ma oa pesketaerien o chom gwechall. Mont a reer da vale war-lerc'h betek dismantroù eus mare ar Romaned ha traezhenn ar Ri er penn pellañ, unan gaer ma'z eus.

Daoust ha gouzout a raec'h?

100% amann rik

Ha pa'z eo splann d'an holl ez eo ar gouign-amann ur wastell dibar eus Breizh, n'eus ket nemeur a dud hag a oar e oa bet fardet ar rekipe e Douarnenez e fin an 19vet kantved. Klaskit war-lerc'h ar stalioù merket warno “gwir gouignoù-amann eus Douarnenez” hag it da dañva neuze evit ho prasañ plijadur ! Debret e vez ar gwastilli-se an deiz ma vezont fardet.