Dinarzh, Sant-Briag ha Sant-Luner

Braventez ar “Belle Époque” war Aod an Emrodez

Foto 1 Dinarzh, Sant-Briag ha Sant-Luner Foto 2 Dinarzh, Sant-Briag ha Sant-Luner Foto 3 Dinarzh, Sant-Briag ha Sant-Luner Foto 4 Dinarzh, Sant-Briag ha Sant-Luner Foto 5 Dinarzh, Sant-Briag ha Sant-Luner Foto 6 Dinarzh, Sant-Briag ha Sant-Luner Foto 7 Dinarzh, Sant-Briag ha Sant-Luner

Piv n'anavez ket Dinarzh hag he ziez kaer eus mare ar Belle Epoque ? Ken brav ha ken cheuc'h bepred eo chomet ar gêr gouronkañ-se war Aod an Emrodez. Un dudi eo sellet ac'hano ouzh ar Stêr-Renk hag ouzh Sant-Maloù. Nemet ha gwell e vefe ganeoc'h bezañ er c'hêrioù kouronkañ ken plijus all, Sant-Luner ha Sant-Briag, a gaver nepell alese.

Da vare ar Belle Époque e voe tapet lañs gant Dinarzh. Adalek ar bloavezhioù 1850 e voe dedennet familhoù pinvidik gant al lec'h, ha gant-se e lakajont sevel kenkizoù pompadus eno. Hiziv an deiz eo « Dinarzh ar gêr cheuc'h » ur gêr gouronkañ brudet-mat c'hoazh, gant he c'hazino, he falieroù arz hag he letioù kaer. Moarvat ho peus klevet anv eus he festival gouestlet d'ar sinema eus Breizh-Veur a sach kalz a dud anavezet betek Dinarzh bep bloaz, da goulz an diskar-amzer. It da gantren er straedigoù ha kerzhit war hentig ar valtouterien, sot e teuot da vezañ gant Dinarzh goude-se.

Ur struzh kreizdouarel

Etre traezhenn ar Prioldi ha Beg ar Vilinig e c'haller mont da zistanañ gant hent-bale ar Sklaer-Loar, a dremen hebiou liorzhoù tres kreizdouarel warno un tamm. Bemnoz, eus miz Gouere betek miz Gwengolo, e vez sklêrijennet brav ar wenodenn ha sonerezh a vez lakaet da selaou. Tud e-leizh a vez e Dinarzh e-pad an hañv, setu n'ho peus nemet mont un tamm pelloc'h a-hed ar mor gant hentig ar valtouterien betek kêrioù kouronkañ siouloc'h evel Sant-Luner ha Sant-Briag.

Sinet Auguste Renoir

Pa vezer er c'hornôg da Zinarzh, e kêrioù kouronkañ Sant-Luner ha Sant-Briag, pell diouzh an engroez, e kaver traezhennoù plijus hag e c'haller sellet ouzh Aod an Emrodez en he c'haerañ. Evel ma c'hoarvezas e Pont-Aven e teuas kalzik a livourien d'ar c'hornad da glask o awen, e-giz Auguste Renoir pe Henri Rivière. Ma plij al livouriezh deoc'h eo mat gouzout e vez aozet ur festival arz bep bloaz e Sant-Briag.

Daoust ha gouzout a raec'h kement-mañ ?

Ar manac'h e gleze

Hervez kont, pa oa en em gavet sant Luner er 6vet kantved e oa stank ar vorenn ken e troc'has anezhi gant e gleze hag e frailhas an tornaod a-raok dilestrañ lec'h m'emañ ar gêr a vremañ. Hervez ar vojenn bepred e c'hallfed gwelet c'hoazh roudoù e sandalennoù war ar beg douar.