Brest

Ur gêr e deun al lenn-vor troet war-zu an amzer-da-zont

Foto 1 Brest Foto 2 Brest Foto 3 Brest Foto 4 Brest

Disoñjit kement a ouzit, a gav deoc'h, diwar-benn Brest ha deuit da vizitañ kalon ar gêr-se, e bord ar mor, en unan eus kaerañ lennoù-mor Bro-Frañs. E-touez an traoù da vezañ gwelet : pont an Hirwazh, ur marzh e welet, ur valeadenn a-hed ar c'haeoù birvilh warno betek ar c'hastell mirdi, anez ankouaat mont da vizitañ Océanopolis.

Talvezout a ra ar boan anavezout hiroc'h Brest, eil kêr velestradurel Rannvro Breizh. Gwir eo e oa bet gwallgaset gant ar bombezadegoù e 1944, met n'eo ket eno emañ he ferzhioù pouezusañ en deiz a hiziv. Troet eo da vat war-zu an amzer-da-zont ha souezhet e viot gant he savadurioù sebezus evel pont an Hirwazh a dremen a-uc'h an Elorn. Digoret e oa bet e 1994. Ur pezh taol-kaer eo ar pont-obantoù-se a-fet saverezh. Sellit outañ diwar ar pont Albert Louppe a zo miret evit ar marc'hoù-houarn hag ar gerzherien hiziv an deiz. Ur soñj kaer eo mont da bourmen betek eno : diwarnañ e c'haller gwelet lenn-vor Brest.

Deomp da vale war ar c'haeoù

Ne c'haller ket komz eus Brest anez ober anv eus he forzh-kenwerzh. Pa'z eer da vale war kae ar C'homandant Malbert, birvilh warnañ dalc'hmat, e c'haller sellet ouzh kêr Vrest en he c'haerañ. Ac'hano e c'hallot gwelet war un dro ar c'hant boue liesliv bennak a zo da Dourioù-tan ha balizennoù Penn-ar-Bed, ar chanterioù sevel bigi koad, ar oueletenn Rekourañs ken tost da galon tud ar vro, hag an Abeille-Flandres a zo unan eus kreñvañ ramokerioù ar bed.

Hep e bar en Europa

Kerzhit un tamm pelloc'h. Dre chaoser ar porzh-kenwerzh en em gavit, koulz lavaret, ouzh troad ar c'hastell lec'h m'emañ mirdi ar verdeadurezh. N'it ket kuit eus Brest avat hep bezañ gweladennet Océanopolis. N'eus ket par dezhañ en Europa. Ur park dizoleiñ ar mor eo a gaver ennañ pezhioù akwariomoù hag ur glinikenn evit ar reuniged. Gallout a reot touch da spesadoù loened-mor zo zoken !

Daoust ha gouzout a raec’h ?

Leoùdoued ar c'habiten Haddock !

Anavezout a rit an droienn c'hallek « Tonnerre de Brest ! » a vez lavaret stank gant ar c'habiten Haddock. Daoust ha gouzout a raec'h avat e ra anv aze eus trouz ar c'hanol a veze klevet bemdez gant Brestiz, da seizh eur vintin ha da seizh eur noz, e-pad tost da dri-c'hant vloaz ?