Ar Roc'h-Ugu (ha traonienn an Trev)

Ur pezh mell kreñvlec'h war ribl an Trev

Foto 1 Ar Roc'h-Ugu (ha traonienn an Trev) Foto 2 Ar Roc'h-Ugu (ha traonienn an Trev) Foto 3 Ar Roc'h-Ugu (ha traonienn an Trev)

E Bro-Dreger, a-us aber an Trev, emañ kastell ar Roc'h-Ugu. Daou stumm disheñvel a ziskouez d'an dud : diouzh un tu emañ an tal a-raok, meur a doull-dor pe a doull-prenestr outañ, ha diouzh an tu a-dreñv un tres rust. Gant ar gwel kaer war an draonienn en he fezh avat e vezer bamet ar muiañ.

A-viskoazh eo bet al lec'h m'emañ ar Roc'h-Ugu, war valir a-us ur gildroenn gev eus ar stêr, ul lec'h eveshaat a-zoare. Er 15vet kantved e lakaas Katell Trogindi sevel ar c'hastell a weler bremañ c'hoazh, el lec'h ma oa bet savet ur c'hastell kreñv en 11vet kantved a zo chomet un toullad mogerioù-kreñv war e lerc'h. It da vale er park, da gantren e liorzh al louzeier ha kemerit Hentig ar Sav-heol. Pa viot en em gavet war ar beg, digorit bras ho taoulagad ! Sebezet e viot gant ar gwel meur ho po war ar c'hornad.

“Venezia vihan Bro-Dreger”

Un toullad kilometroù ac'hano emañ Pontrev (“ar pont war an Trev”), unan eus an 22 a gêrioù bihan neuziet-kaer e Breizh. Savet eo bet war bord an dour, gant-se e vez graet “Venezia vihan Bro-Dreger” outi en ur mod sichant. Evit ober anaoudegezh ganti n'eus ket gwelloc'h eget mont da bourmen war an Trev. Gallout a reer bizitañ an 50 stêr-gannañ a zo er gêr e bourzh ur bark, etre an nevezamzer hag an diskar-amzer.

He zreid en dour

Gwechall e oa Pontrev ul lec'h tremenerezh a bouez, ur porzh ma veze eskemmoù etre an Argoad hag an Arvor. Eno e veze kavet goredoù niverus evit pesketa silioù pe eoged, milinoù-bleud pe milinoù-paper. Ken kaer ha gwechall eo chomet ar gêr neuziet-kaer-se en deiz a hiziv. Kemerit straed pavezet Sant Erwan. Mont a ra eus plasenn Erwan an Troker betek plasenn ar Frankiz.

Daoust ha gouzout a raec'h?

Aze emañ bepred !

En 11vet ha 12vet kantved e voe savet dek kreñvlec'h war ribloù aber an Trev. Hiziv an deiz ne chom anezho nemet kastell ar Roc'h-Ugu !